Mixel hag Asisko : daou Euskarad leun a startijenn hag a fent
Erruet e oant dilun da 6 eur noz e Kemperle. Poent e oa mont da Skaer evit prientiñ gant Olivier le CLainche an abadenn Brezhoweb.
Penaos e oa bet krouet an dresadenn vev Garxtot a ra berzh hiziv gant 30 000 den deuet d'ar sinema d'e welout, gant prizioù en Aostralia, Bourdel ? Gant ur budjet a 1 400 000 euro ha dreist-holl gant youl hag ijin an tresour Asisko hag e mignon Mixel evit ar mouezhioù hag ar sonerezh (aozet evit ar film, paozioù aozet gantan ivez o c'houzout eo ur c'haner Bertsulari ivez) eo bet krouet ur film iztitlet e 15 yezh dija (aimara, quechua, brezhoneg, japaneg ...)
.
Kit buan war Brezhoweb evit ober anaoudegezh ganto. Mod all, a-benn nebeut e vo skignet ivez ar filmigoù graet e lise Diwan pa oan deuet hag e mediaoueg Kemperle.
Hag evit ar re o dije c'hoant da gaout an dresadenn vev Garxtot, kit e darempred gant Taol Kurun.
■