Erwan Vallerie : un den a ouie kement a draoù, displeget ken mat gantañ

Chronique publié le 12/02/22 19:09 dans Disparitions par fanny Fanny Chauffin pour fanny Fanny Chauffin
ANvioù lec'h gant Erwan Vallerie (17360 vues)

Aet eo Erwan Vallerie d'an Anaon, ha chom a raio e sell lemm, e fent hag an doare fin en doa da lakaat war wel traoù gwir ha skiantel diwar istor ar vro

Deuet e oa da Gafe filo Kemperle evit an Taol Kurun. Met, daoust d'ar c'hafe filo bout kelaouet, n'o doa ket bet c'hoant an aozerien da cheñch titl an tabut «Breizh, ur rannvro ? ». E div vunutenn en doa displeget krak ha berr Erwan Vallerie d'an 50 a dud a oa e kafe «la mouche qui louche» ba Kemperle, e oa nul ar goulenn kar ne oa ket ur rannvro, met ur vro. Ha neuze e oa ret cheñch ar goulenn, pe kemer ur banne asambles o kontañ kaoz diwar traoù all...

Setu penaos e oa an den, un den just, un den reizh, un den a seurt se hag a vank hiziv an deiz e Breizh. Gant ma vo en amzer dazont tud ken uvel ha ken ouizek oc'h en em vodañ evit sevel ur gwir vro emren a fed energiezh, sevenadur ha politikerezh.


Vos commentaires :
Penalan
Dimanche 22 décembre 2024
Un destenn vrav diwar ar gelaouenn «Sav Breizh» ha labour talvoudus E. Vallerie 'zo bet skrivet 'n eus ket pell barzh «La littérature bretonne de langue française», ti Yoran embanner.

Naon-e-dad
Dimanche 22 décembre 2024
«Kafe filo» a lârit-hu?
.
Prederouriezh (pe Filozofiezh) ne welan ket e spered an aozerien, dre ar goulenn-titl meneget ganeoc'h. Ideologiezh (pe sotoni) avat ne lâran ket!

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 1 ?