Erwan Hemeury, konter, soner, farser...

Dépêche publié le 31/10/11 17:59 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/23/23706/23706_1.jpg
v4f356si.mp4

Buhezour e Chapel Nevez, stummer DABU, kaner kan ha diskan, sot gant c'hoarioù graet e koad, sonerezh «glas» Jean-Yves Bardoul ha Henri Konan, eus Botoa, un den a stourm evit skol Diwan Plounevez Moedeg , setu ur paotr a oar lakaat ar vugale da ganañ forzh peseurt kanaouenn droch ijinet gantañ, etre «ar velc'houedenn Kemper kavet e bro Dreger» ha an «Tektonik»...

C'hoarzadegoù e leiz a zo bet gant Erwan Hemeury e Karaez, e korn ar vugale. E brezhoneg hag e galleg, evit ar gerent dreist-holl, kement a vugale a ouie brezhoneg.

Gant ma vo c'hoazh kement a blijadur pep sul goude merenn e-pad ar mizioù Du !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 2 ?