Erminigoù 2017 : meur a film a vo !

Annonce publié le 4/05/17 20:01 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
(345 vues)

Goude konkour filmoù-chakod, setu kenstrivadeg an Erminigoù. E pep skolaj hag el lise e vez echuet, peurlipet, renket ar skeudennoù, ar son... evit bout prest da ziskouez e sinema ar C'hazeg C'hlas ba Karaez al labour graet.

Goude Avel Corre ha Tangi Merrien e 2015, ar gelennerien e 2013, Soazig Daniellou e 2012, setu tro daou gelenner brudet evit o labour e kleweled a vo juri Erminigoù 2017 : Gireg Konan, savet gantañ ar chadenn war Internet «Kaouenn.net» ha Jakez ar Born, kinniget gantañ hag e skolajidi meur a film evit an Erminigoù paseet.

Emgav neuze d'ar meurzh 23 a viz Mae e Karaez. Erminig aour, Erminig an aktourien, Erminig ar senario, Erminig ar brezhoneg... a vo roet d'ar skolajoù e fin an devezh. E-pad an deiz e vo sellet anezho gant an holl bevareidi Diwan ha roet e vo ganto «Erminig an arvesterien». Plijadur a vo, un digarez da welet labour ar re yaouank, hag ivez da blantañ brezhoneg war ar rouedad, kar skignet e vo war ar chadenn «TV Lise Diwan Karaez» an holl filmoù.

Setu neuze ar filmig bet Erminig aour e 2015, o c'hortoz ar re a vo trec'h fin miz mae !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 6 ?