Entitlidi kolier an Erminig, bodet e Gwened d'ar 24 a viz c'hwevrer 2018, a gas o skoazell diharz d'al lusk lañset gant Kenurzhierezh Gwiraourien Vreizh, Breizh Unvan ha Kevre Breizh evit sevel a-enep dispennadur tiriad lezennel Vreizh, studiet gant ar gouarnamant gall, da heul an adreizh DATI 10 vloaz 'zo.
Stadiñ a reont an enebiezhoù diskouezhet d'ar mennad-se gant Kentañ Prezidant lez-varn galv Roazhon en un doare foran, gant an darn-vrasañ deus tud micherioù ar justis, gant 41 Parlamantad o tont deus 5 departamant Breizh hag o c'hemenadenn da Wardez ar sielloù, Maodiern ar justis, hep disoñjal an hetoù-enep votet a-unvouezh gant Kuzul-Rannvro-Breizh.
-Adkas a reont da soñj emañ ar gwir diraez ur barner ur benaenn ziazez en demokratiezh, gwarantet gant kenemglevioù Europa.
- diskuliañ a reont ar raktres lemmel departamant al liger Atlantel, stag deus lez-varn galv Roazhon, ha n'hell bezañ displeget nemet gant ur c'hoant politikel diskar ensavadur diwezhañ Breizh istorel.
-Pediñ a reont holl entitlidi an Erminig d'en em vodañ niverus e deroù miz ebrel e Roazhon evit diskouez ne asantont ket da seurt raktres. Embannet e vo deiziad ar vodadeg-se en devezhioù da zont.
E Gwened, d'ar 24 a viz c'hwevrer 2018
Yann CHOUCQ
■