Emglev Kevredel Breizh a zo a-du gant ar goulenn graet gant Ai'ta ouzh Claudy Lebreton, Prezidant Kuzul Departamant Aodoù an Arvor evit ma vo lakaet da dalvezout ar barelezh yezhoniel hervez ar reoladoù etrevroadel e ti an departamant war dachenn Kermaria.
Parelezh yezhoniel hervez ar reoladoù etrevroadel a dalvez ent vonel lakaat da dalvezout melladoù ar Garta Europat evit ar Yezhoù bihanniverek.
E gerioù all, talvezout a ra e vefe hewel ha diraezus d'an holl vrezhonegerion an implij eus ar brezhoneg en holl lec'hioù ti an departamant.
Ret eo lakaat un termen d'ar gwallziforc'hioù e-keñver ar brezhoneg a stader re alies e Breizh, pa vez keñveriet gant pezh a c'hoarvez e Kembre hag el lodennoù all eus an Unvaniezh Europat. Degas a reomp da soñj da Claudy Lebreton, en em ziskouez talvoudegezh ur demokratiezh en doare ma pled gant he minorelezhioù. Rak-se n'eus netra feukus ma vez pouezet war ar poent-se, rak derc'hel gant al liessegezh yezhoniel a zo un arvez eus difennerezh ar bevdiseurtelezh.
War un dro e kinnigomp un dra eeun ha marc'had-mat : ra vo divyezhek hiviziken an enskrivadurioù war gostezioù an Ti-Bus hag an Naveo.
Ar Prezidant,
J-L Le Mee.
■