Enklask gant skrivagnerien ha komedianed Madarjeu

Appel publié le 13/06/12 22:06 dans Cultures par MADARJEU TEATR BRETON pour MADARJEU TEATR BRETON
https://abp.bzh/thumbs/26/26329/26329_1.jpg
http://www.anna-duval-guennoc.com/index.html

E-sell sevel ur pezh-c'hoari nevez, «Eñ» e anv, emañ skrivagnerien ha komedianed Madarjeu o klask war-lerc'h testenioù diwar-benn seblantoù, traoù spont, sinadoù...

Moarvat ho peus istorioù da gontañ ha marteze e vefec'h a-du da dreuzkas anezho deomp (traoù bet c'hoarvezet ganeoc'h, pe klevet ganeoc'h).

Bez ' e chelloc'h dont e darempred ganeomp dre bajenn Facebook Madarjeu Teatr Breton (en ur gas ur ger prevez) peotramant en ur skrivañ da : madarjeu.bzh@gmail.com.

Degemer a raimp ho marvailhoù betek fin miz Even.

Mersi bras deoc'h en araok.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 2 ?