Enebouriezh ouzh lezenn Taubira e pep korn a Vreizh

Communiqué de presse publié le 26/05/13 21:51 dans Société par Gwilmod Tepod pour Gwilmod Tepod
https://abp.bzh/thumbs/30/30299/30299_1.jpg
E Klegereg e oa muioc'h ur bagad mat a bolised, muioc'h eget a vanifesterion evit degemer ar vinistrez
https://abp.bzh/thumbs/30/30299/30299_2.jpg
D'ar Sul 24 a viz Ebrel e oa sonerion a Vreizh o taeañ ar CRS. D'ar sul 26 a viz Mae e oa ur bagad gwirion a viniaouerion da vroudañ ar vrezhoned.
https://abp.bzh/thumbs/30/30299/30299_3.jpg
Ar gerzhadeg Roazhon-Pariz a-enep lezenn Taubira
https://abp.bzh/thumbs/30/30299/30299_4.jpg
Ankiniz o kinnig banneoù e kreiz-ker

Emglev An Tiegezhioù (voir le site) a ziskler :

«Er sizhun-mañ ez eus bet e-leizh a zarvoudoùigoù a-enep lezenn Taubira, evel bep sizhun abaoe m'eo bet degemeret da vat al lezenn gant ar Stad C'hall. Izili 'zo eus emglev an Tiegezhioù a deus kemeret perzh e lod anezho da c'hortoz pezh mell manifestadeg ar Sul 26 a viz Mae e Pariz, an trede eus ar seurt-se abaoe miz Genver.»

«Bep tro e vez gwelet kalz a Wenn-ha-Du-où, kalz muioc'h eget forzh petore bro eus ar c'hwec'hkogn. Reynald secher, an istorour brudet en deus diskleriet ez eo dleet evit un darn sur a-walc'h dre m'o deus soñj Breizhiz (ha Vandeiz, emezañ) eus gwaskerezh ar Stad C'hall da geñver an Dispac'h Gall ha doa divizet lazhadegañ a vil vern (200.000 er Vande) an dud ha na soñjent ket evelto.»

Setu enta un nebeut luc'hskeudennoù : e Klegereg e oa bet aozet un degemeradeg d'ur vinistrez a oa ambrouget gant kalz a CRS-ed ; e Felger e oa bet rediet ar stourmerion da dennañ o hirvanniel diouzh ur pont a yae dreist d'an hent-pras 'en anv ar surentez'...; en Ankiniz e oa bet aozet un dijuni dirak an Ti-kêr ; en Naoned e oa bet degemeret 'medalenn ar familhoù gant kalz a vugale' o tougen ur swett «Manif evit an holl» ; diouzh Roazhon ez eus bet ur gerzhadeg difeuls da vont da Bariz evit ar Sul 26 a viz Mae.

«Deuet int a-benn daoust m'int bet lakaet diaes meur a wech gant ar polis a c'houlenne o faperoù betek teir gwech bemdez ; dreist-holl e vez aozet bep sizhun beilhadegoù sioul e pep korn a Vreizh : e Brest, Sant Brieg, Roazhon, Dinan, Naoned, Gwened, an Alre, An Oriant, Kemper.

Nevez'so ez embannas ar skrivagner ha rener strollad c'hoariva Goulc'han Kervella en doa devet e Wenn-ha-Du e traon e liorzh o welout anezhañ ken niverus er manifestadegoù-se na zifennfent ket hervezañ an talvoudoù a zo stag ouzh hor banniel.»

Derc'hel a ra EAT er c'hontrol «da c'hervel an holl vrogarourion vrezhon d'en em gavout er manifestadegoù-se ha da vanifestiñ e brezhoneg ha gant banniel Breizh, en anv an talvoudoù uhelañ hag a glot a-grenn gant linenn istorel hor bro : an talvoudoù a warez ensavadur an Tiegezh, ar vugale, ensavadur ar Briedelezh kristen, uhelvennad ar santelezh skoueriet ken mat gant hor Sent kozh ha gant ar re a zo bet d'o heul e prosesion vras ar Vrezhoned a-dreuz ar c'hantvedoù abaoe maz eus eus hor bro.»

«Talvoudoù Breizh a viskoazh a zo merket don gant an doujañs ouzh al lezenn naturel, dre maz eo intret sevenadur Breizh gant ar feiz kristen. Neb a anavez istor Breizh a oar an dra-se. Talvoudoù sevenadur an Ankou eo er c'hontrol ar re a zo difennet gant ar c'hwegonteizhidi a Vreizh o deus labouret kement evit saveteiñ hor yezh hag he sevenadur abaoe ar bloavezhioù '70 (hag a zo mat !) met distaolet o deus war ar memes tro re alies ar gwir talvoudoù a zo stag pivelezh wirion hor bro hag ez int aet da heul brizhfrankizioù : ar frankiz revel pergen, a gas d'ar sevenadur eus an Ankou : Hilastalerezh... diforc'h-bugale ... kealiadurezh ar gender ... dimezi ar pared heñvel o reizh... warc'hoazh PMA ha GPA da heul. Emaomp gant un diskaradur rakwelet abaoe 50 vloaz eus ensavadur an Tiegezh», eme Emglev An Tiegezhioù

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 3 ?