Emvod publik Diwan e Savenneg

Agenda publié le 9/12/08 3:47 dans Langues de Bretagne par Dominique Jacq pour Dominique Jacq

Kemennadenn

Laouen eo ar c'hevredigezhioù Diwan ha kuzul skoazell skol Diwan Savenneg, ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan ha raktres skol Diwan Bro Savenneg :

D'ar Yaou 18 a viz Kerzu 2008

Adalek 6 eur 30 noz

Sal 2 ar greizenn liesimplij
50 m eus kreiz-kêr war hent « Park ar Soubretière »

E Savenneg, 44260

Digoust ha digor d'an holl


Petra eo ar skolioù Diwan ? Petra eo ar bedagogiezh divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ? Perak krouiñ ur skol Diwan e Bro Savenneg e miz Gwengolo 2009 ?

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !

Tud e-karg eus Diwan a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù hag evit ober ur poent war ar raktres.

Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur ur skol Diwan e Bro Savenneg e miz Gwengolo 2009.


Titouroù a-zivout an emvod :

Sonia Zaoumi,-karget eus an diorren Diwan
02 98 21 33 69 pe 06 24 90 36 03.


Landerne, d'an 8 a viz Kerzu 2008


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 1 ?