Daouzeg den bodet e ti ar vro Kemper evit priziañ ar bloavezh tremenet : strolladoù nevez krouet evel Rebeldia, Mat ar jeu ha Teatr Piba a zo deuet da labourat er rouedad. Labour C'hoariva kaset da benn : tro dro 800 eurvezh c'hoariva er skolioù hag er skolajoù, pezhioù nevez war ar stern gant Ar Vro Bagan met ivez gant Strollad Ploneis, C'hoarivari, strollad Kallag, strollad Kastell, C'hoari las, strollad Landi ... Stajoù a zo bet evit ar c'hoarierien e Lanniliz, e Plougerne gant 22 stajiad evit tri staj. Ar raktres poelladennoù c'hoariva kaset a-gevret gant TES a ya war raok, hag ul levr a zeuio er maez dizale gant an embannadurioù Delioù : ar c'haddie meur. 150 skolajiad a zo bet e Sant Marzin, kichen Montroulez o tont deus Lesneven, Kemper, Gwiseni, Plijidi. E Kann al loar zo bet aozet ur staj e-pad festival Kann al loar, hag e-pad staj KEAV ivez. E 2010 e vo ur festival, e Kemper evit lakaat war wel labour ar strolladoù hag ar re yaouank. Ret e vo mont war raok evit gallout c'hoari forzh pelec'h e Breizh, aozañ abadennoù evit ar vugale gant sikour ar rannvro evit an abadennoù er skolioù divyezhek, hag ivez evit sikour ar skolaerien gant buhezourien c'hoariva ampart. Evel e bro Gembre, e lec'h vez gwelet 5 strollad c'hoariva e kembraeg evit ar skolioù a ginnig dezho 5 pezh c'hoari disheñvel pep bloaz ...
■