Emvod kelaouiñ I.S.F.E.C Brest Master “Micherioù ar C’Helenn” divyezhek ar Gelennadurezh Kat

Communiqué de presse publié le 5/02/11 13:48 dans Langues de Bretagne par Yann Verney pour Yann Verney
https://abp.bzh/thumbs/21/21229/21229_1.jpg

Emvod kelaouiñ I.S.F.E.C Brest

D'ar merc'her 9 a viz c'hwevrer 2011 6eur30 - 7 eur30 g.k

ISFEC Brest 15 plasenn Sanquer

Kinnig a raio an EUSGeK (ISFEC Brest ) evit ar bloavezh-skol 2011-2012 un hentad stummañ d'ar studierien pe d'ar supleanted o defe c'hoant dont da vezañ kelenner ar skolioù divyezhek dindan stern ar master. Kenglotañ a ra an hentad-se gant ar genstrivadeg kelenner ar skolioù divyezhek.

Pevar fal zo bet lakaet d'ar stummadur :

- tapout ar master

- prientiñ ar genstrivadeg

- diorren barregezhioù war vicher kelenner ar skolioù

- stummañ ar studierien war an divyezhegezh

Ar stajoù (12 sizhuniad ) a vo graet e departamant a orin . Ha goude bezañ tapet ar genstrivadeg hag ar master e c'hello distroiñ an dud d'o departamant a-orin.

A-benn gwengolo 2011 e vo 300 euriad e brezhoneg war 780 euriad a gentelioù a zo ha 120 euriad ouzhpenn a-fet gwellaat ar brezhoneg.

Hag evel-just e c'hello an dud goulenn ar yalc'had « Skoazell » gant ar C'Huzul-Rannvro.

Titouroù :

ddec29.g-berthou@ecbretagne.org


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 3 ?