Emvod-kelaouiñ ar Gevredigezh vrezhon - The Breton Society's bilingual information meeting

Agenda publié le 11/10/23 21:31 dans Agriculture par Rafael Urien pour Rafael Urien
https://abp.bzh/thumbs/58/58593/58593_1.png
Pajenn gentañ ar gelaouenn Gwalarn

Emvod-kelaouiñ divyezhek : «Petra eo ar Gevredigezh vrezhon ?»

Bilingual information meeting : «What is the Breton Society ?»

(lusket gant / led by Rafael Urien)

D’ar Sul 22 a viz Here 2023, 6e goude merenn (e brezhoneg), e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

On Sunday 22 October 2023, 5e pm (in English), at the pub The Finnegans, 46 Aristide Briand Street, KEMPER

«Penaos e vo saveteet Breizh ? Saveteet e vo Breizh en deiz m’hor bezo krouet, daoust d’an holl hag a-enep d’an holl, ur vuhez vroadel e Breizh. Saveteet e vo Breizh en deiz m’hor bezo desket d’hor c’henvroiz lenn ha skrivañ hor yezh ; en deiz m’hor bezo gwellaet hor yezh, graet hol lennegezh, savet hor skolioù gant hor mistri hag hol levrioù paeet gant hon arc’hant ; en deiz m’hor bezo digoret hag uhelaet a-walc’h speredoù hor c’henvroiz, d’o lakaat da vezañ ur bobl dishual e pep tachenn eus ar vuhez, buhez ar c’horf hag an ene.»

Roparz Hemon, «Gwalarn e Breizh», Gwalarn niv. 9, Nevez-Amzer 1927

Penaos lakaat en he flom ur gevredigezh vrezhon emren, e darempred eeun hag a-live gant kevredigezhoù all ar bed ? Stummañ Brezhoned desket, aozañ abadennoù liesseurt (war tachennoù ar ouiziegezh pe an dudi) dezho da bal lakaat a-gevret pezh a zo c’hoazh hiniennoù a-strew : sed aze hon damant. Petore raktresoù kas war-raok da seveniñ seurt palioù ?

«How will be Brittany saved ? Brittany will be saved the day when we will have created, in spite of, and against evreryone, a national life in Brittany. Brittany will be saved the day when we have taught our fellow countrymen and women how to read and write our language ; the day when we have improved our language, set up our schools with our schoolmasters and our books paid with our money ; the day when we have opened and raised enough our fellow countrymen and women's minds, to let them be a free people on every field of life, the life of the body or of the soul .»

Roparz Hemon, «Gwalarn e Breizh», Gwalarn issue 9, Spring 1927

How to set up a Breton autonomous society, in direct relationship with the other societies in the world, and at the same level as theirs ? Training learned people, organizing several oportunities (both intelectual and entertaining) intended to put together people until then scattered : here are our aims. which projects can be launched for performing such aims ?

Chomit war evezh ! Abalamour da zarvoudoù sportel a c’hoarvez er mare-mañ e c’hallfec’h en em gavout, en davarn, dirak bannieloù iskis. Na vezit nec’het ganto ha kit war-eeun d’al laez goude bezañ goulennet ur banne bennak

Caution ! Because of sports events which curently happen, you could find weird flags in the pub. Don't worry, and go directly upstairs afer ordering some drink.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 5 ?