Emvod ar Gelted en Oriant hag ar brezhoneg : oberoù diazez kaset da benn

Communiqué de presse publié le 14/03/08 14:21 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Visant Roue
https://abp.bzh/thumbs/10/10009/10009_2.gif

Lakaet eo bet ar brezhoneg da bal pennañ gant Emvod ar Gelted, siner an Emglev Ya d’ar brezhoneg.

Goude bezañ bet kaset ur galv da ginnigoù d’ar frammoù kelenn eo bet dibabet gant skipailh-pad ar gouel kinnig Stumdi, aozadur stummadurioù war ar brezhoneg.

Savet ez eus bet eta ur roll kentelioù dasparzhet war ur bloaz a lakaio an implijidi en o aez e-keñver ar brezhoneg dre ma vo bet desket an traoù diazez ganto e dibenn ar stummadur.

Ouzhpenn-se, estreget ar skoazell a vez degaset d’ar festival abaoe bloavezhioù gant an Ofis dre labour ar servij Treiñ-Aliañ, ez eus bet goulennet digant Ofis ar Brezhoneg kas da benn ur stummadur teknikel da c’hopridi Emvod ar Gelted war an doare da verañ diouzh ar gwellañ an divyezhegezh evit a sell ouzh ar panellerezh hag ar c’hehenterezh koulz hag ur stummadur diwar-benn ar frouezh a c’heller tennañ eus an divyezhegezh war dachenn an armerzh pe an douristelezh.

Gant an daou ober dibar-mañ e tiskouez mat Gouel Emvod ar Gelted e fell dezhañ diorren un divyezhegezh a-zoare e kreizik-kreiz e vont en-dro.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 0 ?