Emgav etre Ai'ta! ha Kengredit Breizh

Communiqué de presse publié le 10/06/15 23:19 dans Langues de Bretagne par Tangi Gicquel pour Tangi Gicquel
https://abp.bzh/thumbs/37/37591/37591_1.jpg
KKB ar bank a c'heller komz gantañ

En em gavet eo ar strollad Ai'ta ! gant Kengredit Breizh e sez ar Bank er Releg-Kerhuon gant Dominique Andro, pennrener dileuriet (rouedadoù ha servijoù arbennik).

Krouet e oa bet produioù nevezus war dachenn ar yezh gant Kengredit Breizh er bloavezhioù 80 ha 90 (chekennaouegoù en 1982, bilhedaouerioù e brezhoneg e 1997).

E touez an embregerezhioù bras kentañ o sinañ ar garta «Ya d'ar Brezhoneg» e 2001 'oa bet Kengredit Breizh.

O labourat war un aozadur nevez anvet « Bank an dazont » emañ Kengredit Breizh ha seblant eo bet disoñjet ar brezhoneg. Sklaer eo evel lagad an naer pa weler ar patrom ajañs nevez bet digoret e Plouarzhel. Poent bras eo chañch penn d'ar vazh evit ur bank a zo sañset bout «dibar» , «lec'hel» hag «engouestlet». Spi bras hon eus e vo graet strivoù evit nevesaat ar garta «ya d'ar brezhoneg» bet sinet e 2001 (14 bloaz zo..) gant palioù nevez ha nevezus evit ar yezh.

Un teul zo bet kinniget da Gengredit Breizh gant kinnigoù resis.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 0 ?