Embann en ur mod disheñvel

Reportage publié le 9/04/24 19:44 dans Culture par Yann-Fañch Jacq pour Lennomp
t:1
https://abp.bzh/thumbs/70/70162/70162_1.png
Lennomp !

Embann en ur mod disheñvel.

Krouet zo bet un ti-embann nevez, « Lennomp », a embanno levrioù bet rakprenet gant an dud en a-raok. Ne vo moullet ken nemet ar gont a zo ezhomm.

Bez’ o deus an dud dedennet betek an 31 a viz Mae evit seveniñ o c’hoant, dre al lec’hienn pe dre ar skolioù o kemer perzh er raktres. Follennoù-nij a zo bet roet dezho.

Goude an deiziad-se ne vo ket kavet an titloù-se da brenañ, nag er stalioù levrioù, na dre ar rouedad.

Ekologel

Dre ma ne vo moullet nemet ar gont ne vo ket a stokoù. Ne vo ket kavet da brenañ er saloñsoù. Neuze ne vo ket a vruderezh, ne vo ket bountet war an dud evit prenañ levr pe levr.

Skoazell d’ar skolioù

Lakaet eo bet ar priz gwerzh da 7€ ha dibabet reiñ an hanter – da lavaret eo 3,5€ dre levr - eus kement gwerzh d’ar skolioù divyezhek o do diskleriet bezañ dedennet. Ur mod eo – dister marteze – da skoazellañ skol pe skol da gas da benn un ober pedagogel.

Ur miz hanter evit ober e soñj

A-raok mont pelloc’h e alier an dud da vont da weladenniñ lec’hienn «Lennomp » evit gouzout da betra e tenn al levrioù. Bez’ emaer e-kreiz ur prantad ma rank pep hini kelaouiñ tro-dro dezhañ rak goude an 31/5/2024 e vo re ziwezhat.

Ha goude

Disheñvel eo c’hoazh « Lennomp » dre ma n’eus ket a raktresoù evit goude. Gwelet e vo. Evit poent e vez kinniget 4 oberenn. Goude e vo, marteze, reoù all. Ijinet zo bet 7 rummad-oad met n’eo ket sur e vo levrioù evit kement rummad-oad. Ne vezer sur ken nemet eus 2 dra : e brezhoneg e vo levrioù « Lennomp » ha savet, kentoc’h, evit ar re yaouank hag ar re o teskiñ ar yezh.


Vos commentaires :
Jeudi 2 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.