Emañ UBAPAR o klask ur c'hargad a gefridi evit diorren an dudi brezhoneg ha gallaoueg e Morbihan

Offre d'emploi publié le 21/07/09 15:44 dans Langues de Bretagne par Katell chantreau pour Katell chantreau

Kinnig labour (en français plus bas) Emañ UBAPAR o klask ur c'hargad a gefridi evit diorren an dudi brezhoneg ha gallaoueg e Morbihan. Doare post : CDD darn amzer (tro 400 eurvezh war ur bloavezh), da gregiñ e miz Here 2009, padelezh ar gevrat da dermeniñ (tro 10 pe 12 miz), telelabour. Kefridi pennañ : sevel 3 pe 4 raktres kamp vakansoù nevez evit an hañv 2010 : kavout lec'hioù a zoare, mont e darempred gant ar bolitikourien evit kaout o skoazell, kavout aozerien, sevel ar raktresoù pedagogel gant ar renerien, sikour aozañ ar stajoù pa vo ezhomm, brudañ e Morbihan. Setu un nebeud lec'hioù vefe mat da amprouiñ da gregiñ ganti : Baden, Pondi, Langoned, Silieg, Monteneuf, Concoret...

Kefridi ouzhpenn : labour skoazell evit embann ha skignañ ul levrig brudañ, brudañ ar stummadur DABU e liseoù Morbihan.

Doare den : DABU, sirius, emren, mennet gant ar buheziñ ha raktres diorren ar brezhoneg maez ar skolioù, bezañ o chom e Morbihan hag anavezout mat a-walc'h an departamant, brezhoneg komzet ha skrivet mat, intrudu, gouest da ginnig ha da zifenn raktresoù dirak kevredigezhioù ha politikourien, kaout un urzhiataer (gant Internet) hag ur pellgomzer.

Gopr : hervez konvansion ar buheziñ sokio-sevenadurel. Tro 9€ net / eurvezh. Ar stummadur DARE a c'hell bezañ paaet gant UBAPAR. Lizher ha CV da gas da : katell.chantreau (AT) mouvement-rural.org (a-raok ar 30 a viz Eost 2009)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 8 ?