Ar «Sizhunvezh Santel» a vez graet deus ar sizhunvezh-mañ (evit amzer-lid ar Gatoliked hag ar Brotestanted. Disheñvelik eo evit amzer-lid an Ortodoksed. Un afer a zeiziadur eo, da lâred eo an devezhioù a-raok gouel Fask.
Ral emañ ar brezhoneg e-barzh hon ilizoù. Re ral emañ, kalz re ral. En iliz Eliant (bro Gerne, tost da Gemper) ez eus un hent-ar-groaz a vez skrivet un tamm brezhoneg e troad pep panel. N’ouian ket ha gozhig eo : dibenn an XIXvet ? Un tammig koshoc’h, un tammig yaouankoc’h ? Henchoù-ar-groaz all graet er memes mod a c’heller kavout e ilizoù all, e galleg. Hennezh liv ar brezhoneg warnañ zo an hini nemetañ gwelet ganin mod-se. Daoust ha reoù all a vefe lech pe lec’h ?
Ar panneloù-se zo damlouzet, pe islonket un tamm. Hag al lizherennoù e brezhoneg, n’int ket fresk ken. Gwasoc’h c’hoazh ne zeblant ket e vefe an dud aketus ouzh an taolennoù-se. Daoust dezhe bezañ heñvel rik ouzh re a hirio – gwellit kentoc’h ar galleg etre krommelloù hag a teu deus al levrig « Prions en Eglise – triduum pascal » 2021 - . Tud zo e-touez ar barrezianiz ha n’eo ket bet menneget gante e vez brezhoneg e-barzh an iliz-mañ. Ar pezh a ziskouez mat e peseurt stad eo kouezhet ar brezhoneg e kalzig a barrezioù, er vro. Betek an traoñ ? Betek nompas bezañ anavezet gant an dud ?
Koulskoude, ur yezh dispar eo evit heñchañ war-zu ar feiz, evit dougen ar feiz…Dreist holl pa vez frazennoù frammet mat, simpl , kaer. Rak yezh ar galon eo evit lod ac’hanomp. Ur yezh o tizhout don e kalon an den. Donoc’h eget ar galleg, alies mat. Dav eo din e lavarout, c’hoazh.
Hirio an deiz e vez staget iliz Eliant ouzh parrez « Itron-Varia an daouzek Abostol » eus Konk-Kerne.
Pa vezer en amzer Fask ez eo un digarez, a gav din, diskouez an danvez-se, dre ar pennad-mañ. Pevarzek panel zo, tro dro da ziabarzh an iliz. Setu an tamm brezhoneg a c’heller lenn e troad pep hini anezho:
Brezhoneg a-orin / brezhoneg e doare-skrivañ peurunvan / galleg diwar ar brezhoneg (galleg a hirio - diwar Triduum pascal 2021- etre krommoù).
. I Jésus condaonet ar maro / Jezuz kondaonet d'ar marv / Jésus condamné à mort (Jésus est condamné à mort)
. II Jezuz o tougen he groaz / Jezuz o tougen e groaz / Jésus porte sa croix (Jésus est chargé de sa croix)
. III Jezuz kouezet dindan he groaz / Jezuz kouezet dindan e groaz / Jésus tombé sous sa croix (Jésus tombe une première fois)
. IV Jezuz a en em emgav gant he vam var hent ar c'halvar / Jezuz a en em emgav gant e Vamm war hent ar c'halvar / Jésus rencontre sa Maman sur le chemin du calvaire (Jésus rencontre sa mère)
. V Simon Cyrene a zikour Jezus da zougen he groaz / Simon a Siren a zikour Jezuz da zougen e groaz / Simon de Cyrène aide Jésus à porter sa croix (Simon de Cyrène porte la Croix derrière Jésus)
. VI Veronik a zec'h he vizaj da Jezuz / Veronik a zec'h e vizaj da Jezuz / Véronique sèche le visage de Jésus (Véronique essuie le visage de Jésus)
. VII Jezuz a gouez dindan he groaz evit an eil gouech / Jezuz a gouezh dindan e groaz evit an eil gwech / Jésus tombe sous sa croix pour la seconde fois (Jésus tombe une deuxième fois)
. VIII Jezuz ha gragez santel Jerusalem / Jezuz ha gwragez santel Jeruzalem / Jésus et les saintes femmes de Jérusalem (Jésus rencontre les femmes de Jérusalem)
. IX Jezuz a gouez evit an trede gouech / Jezuz a gouez evit an drede gwech / Jésus tombe pour la troisième fois (Jésus tombe une troisième fois)
. X Jezuz divisket en noaz / Jezuz diwisket en noaz / Jésus déshabillé à nu (Jésus dépouillé de ses vêtements)
. XI Jezuz stag eus ar groaz / Jezuz staget ouzh ar groaz / Jésus attaché à la croix (Jésus est cloué sur la Croix)
. XII Jezuz maro var ar groaz / Jezuz marv war/ouzh ar groaz / Jésus mort sur la croix (Jésus meurt sur la Croix)
. XIII Jezuz diskennet eus ar groaz / Jezuz diskennet eus/diouzh ar groaz / Jésus descendu de la croix (Jésus, détaché de la Croix, est remis à sa mère)
. XIV Jezuz diskennet er bez / Jezuz diskennet er bez / Jésus descendu dans la tombe (Jésus est déposé au tombeau)
. Pegen hir eo bet an hent ar groaz, e Jeruzalem? War-dro pemp-kant (500) metrad abaoe al «Lithostrotos» betek ar «Golgotha». Bez e oa al lec'h er-maez mogerioù Jeruzalem, d'ar poent-se. Hirio emañ e-barzh bazilikenn an «Anastasis» ( a dalv «sevel da veo», e gresianeg ), pe Saint-Sepulchre (e galleg). Dav eo mennegiñ ivez emañ an hent hengounel (abaoe ar Grenn-amzer) disheñvel un tamm diouzh hini ez eo aet Jezuz gantañ.
. Pegoulz e oa c’hoarvezet an darvoud-se ? Evit istorourien ha skiantourien, ar respont hirio eo : er bloavez 30 (tregont), ha resisoc’h c’hoazh, ma vez posubl : d’ar 7vet a viz Ebrel 30.
. «adsavet da veo»? pe «savet da veo» ? Ar gerioù gentañ zo implijet e galleg (ressuscité/adsavet da veo) hag a wechoù, e brezhoneg ivez. An eil re («savet da veo» / établi dans la vie, dans la surrection définitive, a c'hellfer lavarout?) implijet e brezhoneg, a zo gwelloc'h, dre ne vez ket añv mont war-gil, mes mont war-raok nemetken. N'eus ket a «ad-», enta. Pouezus eo evit kompren petra a lâr ar feiz gristen hag evit prederiañ diwar-benn-se. A-hend-all, war an dachenn skiantel, gwelout ivez ar gêr-alc'hwez skiantel: «entropi» / «entropie» e galleg.
Pask
Ar sizhun santel (e brezhoneg, 1982, skolveurieg), lec’hienn Eskopti Kemper ha Leon
. Arnaud-Aaron Upinsky «L'énigme du Linceul : La prophétie de l'an 2000» (Fayard 1998). Aes da lenn. Netra nevez e-barzh nemet an hentenn («méthode de raisonnement» diwar an elfennoù anavezet hervez an «théorie des jeux»). Kalz-kalz a levrioù zo bet embannet diwar-benn lienenn pe liñsel Torino ( bro Itali). Dav eo mennegiñ reoù Upinsky e-touez ar re bouezusañ ha siriusañ, war an dachenn skiantel.
(voir notre article) Nedeleg Laouen
(voir notre article) Naoned : an Iliz-veur liammet ouzh Dugelezh Vreizh
(voir notre article) Pessac’h – Pask : er vloavezh 30, un darvoud digredus e Jeruzalem !
(voir notre article) Kraou Kemper : erru eo ar Vajed !
(voir notre article) Nedeleg e Kemper : pe trouz war an douar ?
(voir notre article) Sainte Anne d’Auray : le Cardinal Sarah, la crise globale, et le breton (e galleg)
(voir notre article) Messe en breton : quand Mgr Dognin en visite au Minihi Levenez, donne l’exemple (e galleg)
(voir notre article) Iliz-Veur Naoned bet gwisket e livioù brav, evit brasañ plijadur an holl !
■