Eizh skrivagner o labourat asambles : un eostad romantoù evit ar re yaouank

Rapport publié le 23/04/10 17:06 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/18/18077/18077_1.jpg

Brav eo an amzer er Pouldu, touristed o straniñ war an draezhenn. A-dreñv an ti-gwer, bali al Laita, en ti bras anvet «Prad bras» emañ ur skipailh 8 skrivagner o labourat hardizh.

Yann Gerven hag Herve Lossec, kaset ganto o skridoù, a sikour ar re all da beurlipat a-fed yezh ha danvez labour kaset gant ar re all dre Internet. Ne faot ket dezho disoñjal e vo roet ar skridoù d'ar gevredigez fea a-raok d'ar c'hentañ a viz Mae 2010.

Setu perak, e-pad daou zevezh o deus int lennet, skrivet, tabutet, desket kalz ivez. Fent Youenn Brenn, kanaouennoù, barzhonegoù dibunet, istorioù farsus bro Leon ha bro Dreger ...

Mai Ewen, Denise, Jakez-Erwan Mouton, Yann-Fañch Jacq, an 8 skrivagner-se o deus skrivet levrioù a zo bet lennet gant 1.500 skoliad, skolajiad ha lisead ar bloaz-mañ. En holl, 25 skrivagner o deus skrivet an 52 levr a zo bet embannet abaoe 2005.

Benn nebeut e voto ar re yaouank evit al levrioù o deus kavet ar re wellañ. `

Evit gouzout hiroc'h : 06 79 14 96 87


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 1 ?