Eilvet gouel broadel ar brezhoneg e Kawan, plijadur a vo adarre !

Agenda publié le 20/04/11 10:37 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/21/21841/21841_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/21/21841/21841_2.jpg

Kroget e Speied e-lec'h ma oa bet moulet moneiz Breizh gant bilhedoù brav, tresadennoù an dugez Anna pe Bastian ar Balp, Gouel broadel ar brezhoneg a zo bet adkrouet gant skipailh lañsus Kawan er bloaz paseet. Saloñs al levrioù, fest-deiz/fest-noz e sal ar gouelioù, abadennoù diehan dindan an deltenn vras, abadennoù en iliz hag abadennoù c'hoazh e «kabaret Kawan», kantin ar vugale treuzfeurmet evit ar gouel.

Petra nevez er bloaz mañ ? Abadenn Plougoñ c'hoariet gant kelc'h Kêr Is, eus Douarnenez, kentañ krogad c'hoariva war ar prim, strolladoù nevez, koubladoù akordeoñs/kan, kanerien kan ha diskan, ar re a vo trec'h en Taol Lañs ...

Ha dreist-holl, ul lec'h gant tud o komz brezhoneg diehan, gant ar vugale, gant ar re gozh, war al leurenn, ... e pep lec'h. Kêrbenn ar brezhoneg e vo Kawan evit an eil gwech.

evit gouzout hiroc'h : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 4 ?