Eil niverenn Nidiad, ar gelaouenn lennegel e brezhoneg, zo deuet e gouloù !

Revue de Magazine publié le 1/04/10 21:13 dans Langues de Bretagne par Hoel Mahe pour Hoel Mahe
https://abp.bzh/thumbs/17/17926/17925_1.jpg
Nidiad niv 2. Tresadenn ar golo gant Antoine Piers.

Kevarc'h,

Eil niverenn Nidiad zo deuet e gouloù ! Evel en niverenn gent e vo tu da gavout testennoù lennegel ha studiadennoù.

Ar c'hemm bras a sell ouzh neuz ar gelaouenn, a zo bet moulet ar wech-mañ e ti ur mouler arbennik. Emañ hon c'helaouenn o kreskiñ, o wellaat, ha n'eo nemet an deroù !

Tu vo da gavout ho kelaouenn muiañ-karet er poentoù gwerzhañ da heul : an Ajañs Sevenadurel CB e Naoned, al levraoueg Gweladenn e Sant-Nazer hag ar CRBC e Brest (Fculté Victor Segalen).

En un amzer verroc'h a dri miz hon eus hogos diraezet 100 koumananter. Kendalc'hit d'hon harpañ !

Trugarez c'hoazh d'hon dud o deus hon skoazellet hag hon harpet, hag a-benn nemeur en ho poestoù lizhiri !

Skipailh Nidiad


NIDIAD
Dieubomp ar spered ha dieubet e vo pep tra…

Priz reol : 4 €
Koumanant bloaz, Breizh : 13 €
Koumanant bloaz, estrenvro : 14 €
Studierion, dic'hweleion : 12 €
Levraouegoù ha strollezhioù : 17 €.

nidiad.gwe@gmail.com


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 1 ?