Pevar bloaz hanter goude ar varnadenn gentañ, gwelet 'vez en-dro justis bro-C'Hall o klask aozañ ur prosez-galv a-enep da dri c'hamarad deomp, Kristian Georgeault, Gael Roblin ha Paskal Laizé. Hag ur wech all e vo graet dirak lez-varn ispsial Pariz deus ar 17 betek an 28 a viz Du.
Ur prosez politikel eo : barnet e vo ar stourmerien-se evit o oberennoù dizalc'hour, hag e-barzh Emgann MGI da skouer. Diaes eo deomp soñjal ez eus tud e palez justis Paris hag a gred e vefent kablus deus ar pezh a vez rebechet dezho : mod all, perak enta eo bet gortozet pevar bloavezh evit barnañ anezho en-dro ? Hag evel meur a zen ec'h en em c'houlennomp ha reizh e vije keñver lezenn ur seurt prosezadur galv dre dammoù hag a seblant bezañ nevez...
Kengred a zo ret evit mont a-enep ar justis gall en he stourm ouzh an tri labourer breizhat-se anavezet mat evit ar perzh kemeret en hor stourm en amzer dremenet pe en amzer-vrema, hag embarzhet da vat e kevredigezh ar vro. Evit skoazelliñ Gael, Kristian ha Paskal e c'halvomp da vanifestiñ war blasenn Breujoù Breizh d'ar 15 a viz Du da 2 e 30 ha da gemer perzh en holl oberennoù skoazell a vo dalc'het er c'houlz-mañ. Ha na zisoñjit ket profañ arc'hant da Skoazell Vreizh : (voir le site)
Fellout a ra deomp ivez lavaret eo arabat disoñjal ez eus Bretoned all a zo tamalet dezho traoù gant justis bro-C'Hall, pe toullbac'het, evel Denez Riou : a-viskoazh e vefomp skoaz-ouzh-skoaz gante, na zisoñjomp ket anezho !
Evit Emgann MGI Fañch Oger
■