Edubreizh : Ar c'hinnigoù hag ar prizioù.

Revue de site publié le 23/09/11 9:45 dans Langues de Bretagne par JF Le Cloarec pour JF Le Cloarec

Dre goumanantoù ez a Edubreizh en-dro. Da loc'hañ gant hor savenn-stummañ e kinnigomp daou zoare disheñvel (voir le site)

An doare kentañ, Kenta e anv, a zo gouestlet d'an dud gouest da labourat drezo o-unan da vat. Gallout a reer : tizhout hag implij an dafar pedagogel, kement hag hon eus c'hoant

Kemer perzh er foromoù ha krouiñ strolladoù labour da lieskementiñ an eskemmoù etre ar berzhidi a sikouro an deskidi da vont war-raok.

Mat eo an doare-se da glokaat kentelioù-noz.

An eil zo añvet Waraok. An doare gwellañ eo d'an nep a glask ur stummadur heñchet evit bezañ broudet en un doare reoliek. Ouzhpenn ar pezh a gaver er formulenn Kenta, e vo kinniget un eurvezh kentel enlinenn (dre ar rouedad eta) bep pemzektez lusket gant ur stummer a-vicher.

15 € /miz eo priz ar c'houmanant diazez ; talvoudegezh, well-wazh, ul levr pe ur bladenn.

Kinnigoù all a zo evit ar frammoù a fellfe dezho dont da geveler gant Edubreizh pe evit ar c'hopridi c'hoant ganto implij o gwirioù stummañ hiniennel (DIF) a benn heuliañ kentelioù Edubreizh.

Muioc'h a didouroù aze : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 4 ?