Edouard Maximin : kunujennoù deuet da vezañ diamantoù

Conference debat publié le 21/08/10 15:11 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/19/19525/19525_1.jpg
mgv9q07nmzfrp6z5.mp4

Brav komzoù ar paotr, brav ar barzhonegoù Cesaire lennet gantañ. Dirak kant a dud, e ti an holl Douarnenez, oa bet displeget gantañ istor an inizi Karib, penaos oa bet mesket gant ar pobloù aloubet ar sonerezh, ar violoñ gant binvioù hengounel, Mozart gant kanerien ar vro... evit ober ur sevenadur disheñvel.

Skrivet en deus ul levr a zo bet a-bouezh evit aozadur ar festival «Géopolitique de la Caraïbe» e lec'h e vez keñveriet ar vroioù-se d'al labous bihanañ o vevañ er bed : ar c'holibri. Gant ur galon teir gwech brasoc'h eget hon hini. Se an hini eo pobl Karib : ul labous bihan kenañ gant ur galon bras meurbed.Ur bobl gouest d'ober diamantoù gant kunujennoù.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 9 ?