Echu eo avantur an Dreizherien soñjoù ?

Dépêche publié le 6/10/12 19:06 dans Politique par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/27/27653/27653_1.jpg

Brav e oa gwelout brezhonegerien a-vihanig gant bugale vihan

N'eo ket ur farsadenn. Ezteorikel, evel abadennoù kozh Mouchig Dall a vez skrignet e Frañs Tri bremañ (n'o ket echu, met ne vez ket produet filmoù nevez, adskignet e vez ar re gozh), ez eus atav un abadenn «Treizherien soñjoù»...

Met gwenneg ebet evit paeañ ar frejoù, ar c'harr-boutin evit mont da di ar re gozh, evit gallout pediñ ur c'homedian brezhoneger er c'hlas, sevel ur film e brezhoneg gant sikour ur brezhoneger(ez), evit mont da welout tud arbennik brezhonegerien war an dachenn, evit kaout plijadur e brezhoneg oc'h embann levrigoù, pladennoù, abadennigoù kan, sonerezh, klask dielloù kozh ... ha me oar.

Goude ar yalc'hadoù tennet e miz Even 2012 d'ar c'hevredigezhioù, setu un darvoud ouzhpenn a lakao ar re a stourm evit komz brezhoneg bemdez «war bep dachenn», da gaout diaesterioù... c'hoazh.

Hag e vo embannet evit ar wech kentañ disoc'h ur raktres brav kaset gant tri skolaj hag ul lise, anvet «treizherien ijin» hag a lavar trugarez d'ar C'huzul meur Penn ar bed evit e labour efedus evit ar yezh war ar bajenn gentañ. Drougfent ?

evit gouzout hiroc'h : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 0 ?