EAT : "Kenderc'hel a ra ar manifestadegoù a-enep Lezenn Taubira e Breizh"

Communiqué de presse publié le 22/06/13 19:24 dans Société par Gwilmod Tepod pour Gwilmod Tepod
https://abp.bzh/thumbs/30/30575/30575_1.jpg
"Ar Veilherion" e Brest d'an 21/6/13 o c'houlenn ar frankiz evit unan eus diazezerion o emsav difeuls a-enep lezenn Taubira

Emglev An Tiegezhioù, a vod tiegezhioù kristen brezhonek aboae 1947, a ziskler ez eo c'hoarvezet kalz a draoù dija en-dro da lezenn Taubira (voir le site) ha n'eo ket echu evel m'henn diskouez dibenn sizhun an 21-23 a viz mezheven e Breizh : emsav «ar Veilherion» en deus aozet manifestadegoù :

- E Sant Brieg d'ar Sadorn 22 da 21 eur dirak al lez-varn ;

- E Brest d'ar Gwener da noz war leurger ar Frankiz ;

- E Gwened d'ar yaou 20 da noz, ha d'ar Gwener dirak ar prefedti (emgav a zo bet gant kuzulier ar prefed en deus klevet klemmoù an dud da heul harzidigezh barnedigezh ha toullbac'hidigezh Nicolas B. 23 bloaz evit daou viz hep abeg sirius ebet)

- E Karnag d'ar Gwener 21 da noz

- En Naoned, bali an 50 gouestlad da 19eur d'ar gwener ha da 21 eur d'ar Sadorn ha d'ar sul ;

- En Ankiniz, bep sul da 2& eur war bont Joakim du Bellay

- hag all hag all..

E Mésanger e kichenik Ankiniz e nac'h an Aotrou maer hag e eizh eilvaer «dimeziñ» daou waz, evel 700 dilennad all a Vreizh...

Goulenn a ra EAT (voir le site) ma vezo klevet ar mouezhioù niverus o vanifestiñ sioul ha ma vezo dilezet lezenn dinatur Taubira ar c'hentañ ar gwellañ. Evel broadelourion Vrezhon n'hellomp ket esperiñ gounid he frankizioù da Vreizh gant ur gevredigezh o tisleberiñ. Diskleriañ a ra sklaer hag uhel e rank ensavadur an TIEGEZH bezañ sikouret. Pep bugel, ha pergen an emzivaded, a zo ret dezho kaout en o c'hichen un tad hag ur vamm d'o sevel a zoare.


Vos commentaires :
Yann Maneguen
Dimanche 22 décembre 2024
En dibenn-sizhun da zont ez eus kalz manifestadegoù en Naoned etre ar yaou hag al lun kentañ a viz gouere. Da zegemer ar vinistred, da souten maer mézanger, da enebiñ ouzh lezenn Taubira... Voir le site

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 1 ?