E-pad ar Gouelioù Etrekeltiek, e kinnig deoc'h Diwan stalioù war he stand

publié le 27/07/10 17:37 dans Festivals par Sophie Cougoulic pour Sophie Cougoulic
https://abp.bzh/thumbs/19/19258/17747_1.jpg

E-pad ar Gouelioù Etrekeltiek, e kinnig deoc'h Skol Diwan an Oriant stalioù war he stand, Kae Breizh (Kae an Indez).

Etre ar 7 hag ar 15 a viz Eost e vo digor ar stand adal 11e da vintin betek 11e noz.

Eno vo kavet :

- Titouroù diwar-benn ar skolioù Diwan, o fedagogiezh, o mont-en-dro ;

- Levrioù, T-shirtoù, pegsunioù, hag all ;

- Stalioù evit ar re-vihan hag ar re-vras ;

- Un tombola evit gounit ur chomadenn e Groe, predoù, hag ur bern traoù all.

A-hed ar Gouel Etrekeltiek e c'hello ho pugale livañ lizherennoù keltiek. Ouzhpenn vo profet dezho ur c'hwezhigell Diwan.

- D'ar Sadorn 7 etre 4e ha 5e noz e vo graet gragell (benveg sonerezh) gant an Aotrou Farraud

- D'ar Sul 8 etre 2e30 ha 4e noz e tedio Nolwenn Korbell he fladenn diwezhañ

- D'al Lun 9 etre 5e30 ha 7e noz e kinnigo Yann-Lukas e oberennoù

- D'ar Meurzh 10 etre 2e ha 3e e tedio Alan Stivell e bladenn diwezhañ ; etre 4e ha 5e noz e vo graet gragell (benveg sonerezh) gant an Aotrou Farraud

- D'ar Merc'her 11 etre 5e30 ha 7e noz e tedio ar c'hanour Dom Duff e bladenn diwezhañ

- D'ar Yaou 12 etre 4e ha 5e noz e vo graet gragell (benveg sonerezh) gant an Aotrou Farraud

- D'ar Gwener 13 etre 5e30 ha 7e noz e tedio Gilles Servat e bladennoù ha levrioù

- D'ar Sadorn 14 etre 4e ha 5e noz e vo graet gragell (benveg sonerezh) gant an Aotrou Farraud

- D'ar Sul 15 da 6e noz e vo disoc'hoù an tombola

- D'ar Yaou 12, Gwener 13, Sadorn 14 ha Sul 15, da 11e , ur bourmenadenn e brezhoneg get Gwenaelle ar Menteg

Titouroù ouzhpenn : 06 73 48 83 15

Diwan an Oriant : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 6 ?