Doriou digor e skol Diwan Roazhon d'ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2013 etre 10e hag 1e

Agenda publié le 26/03/13 11:17 dans Langues de Bretagne par Jean-Luc Aulnette pour Jean-Luc Aulnette

Ar skipailh pedagogel hag ar gerent a zegemero an dud c'hoant dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn raktres Diwan ha mont en-dro ar skol. Degemeret e vez ar vugale er skol adalek 2 vloaz.

Skolioù brezhonek kevredigezhel eo ar skolioù Diwan. Laik int, digoust ha digor d'an holl vugale, brezhonegerien pe get. Diazezet eo ar bedagogiezh war ar soubidigezh. Gant-se e c'hello ar vugale komz brezhoneg kenkoulz hag ar galleg e n'eus forzh peseurt degouezh. Heuliet e vez programmoù an Deskadurezh Stad. Abaoe 34 bloaz emañ skol Diwan Roazhon o vont en-dro. 136 bugel zo degemeret enni er bloavezh-skol-mañ.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 3 ?