dorioù digor e Kelenn

Agenda publié le 14/03/13 17:04 dans Langues de Bretagne par Gilbert Cabon pour Gilbert Cabon

Dorioù digor e Ensavadur Meur Stummañ Kelenn d'ar Sadorn 23 a viz Meurzh 2013

E-skeud sizhunvezh ar brezhoneg, aozet gant an emglevioù bro ha kevelet gant Rannvro Breizh, e vo digoret dorioù KELENN, Ensavadur Meur Stummañ ar skolioù Diwan staliet e Kemper ma vez kinniget stummadurioù evit ar c'helenn dre soubidigezh e pemp departamant Breizh, d'ar Sadorn 23 a viz Meurzh 2013, etre 2e ha 5e goude merenn.

Da 2e30 e vo kinniget ar stummadurioù d'an danvez studieren ha stajidi gant an dud e karg eus stummadurioù Diwan.

Kinniget e vo e-pad an eskemm-se :

- ar Master MEF « kelenn divyezhek dre soubidigezh » evit danvez kelennerien ar c'hentañ derez,

- stummadur a bep eil stajidi kelennerien an eil derez,

- ar stummadur hir war ar brezhoneg anvet « Mestroniañ brezhoneg war-zu micherioù ar c'helenn ».

Aliañ a reomp ar studierien hag ar stajidi da zont e darempred ganeomp evit klask diskoulmoù arc'hantaouiñ diouzh ezhommoù pep hini.

Mont e darempred gant :

KELENN - 3 straed Vañde - 29000 KEMPER - 02 98 95 55 99 - kelenn2@wanadoo.fr - www.kelenn.fr

DIWAN - 02 98 21 34 95 - diwan.rannarchelenn@wanadoo.fr - www.diwanbreizh.org


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 7 ?