Diwan, ur mekanik krouiñ

Chronique publié le 22/08/17 17:35 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/42/42903/42903_1.jpg
Lod zo plinn, strollad liseidi Diwan Karaez 2017
https://abp.bzh/thumbs/42/42903/42903_2.jpg
Mekanik krouiñ : da leuniañ c'hoazh, cheñch a ra bemdez...

O sellout ouzh anvioù ar vugale gallout a reer merzhout e vez skoliataet e Diwan bugale arzourien Breizh, sonerien, c'hoarierien, tud a labour e bed ar c'hleweled, skrivagnerien...

Merzhout a c'heller ez eus e lod eus ar familhoù brezhoneger yaouankizoù boas da lenn, da skrivañ alies, evel Gwenvred Latimier Kervella, priz ar yaouankiz kentañ e 2004 gant ur vamm sevenerez skinwel e Frañs 3, barzhez, hag un tad o skrivañ ingal e kazetenn lennegel daouviziek Al Liamm. Memestra evit Konogan an Habask, sonour, aozer kanaouennoù, mab Padrig an Habask, rener kazetenn hag embannadurioù Al Lañv. Evit Yann-Fañch Jacq, skrivagner ha rener ti embann Keit Vimp Bev, e vab Ewen en deus skrivet pevar levr heroik faltazi dija (2013-2016). Petra lavarout c'hoazh eus Moran Dipode, skrivagner da 17 vloaz gant Marianna Donnart, mab ha merc'h ur familh a vrezhonegerien ivez o doa skrivet asambles daou romant pa oant el lise : « Brezel an Erevent » ha « Hudour an tour du » (e 2005 ha 2006).

Daoust hag-eñ e teu galloud krouiñ ar vugale eus ar yezh, bev-mat er familhoù-se, pe eus an endro sevenadurel kreñv er familhoù ?

« Ur sevenadur a zo marv pa ne vez ket miret anezhañ e lec'h e ijin » eme Paul Veyne.

Ar c'hrouiñ e yezh minorelaet a zo un doare da dreuzvevañ, da reiñ un dra n'eo ket un dra desket er skol, met un dra gwriziennet er vuhez amañ ha bremañ. Un dra a denn eus ar from, an hunvre, ar c'hoant. Habiba Djanine a sav filmoù gant ar re yaouank e kabileg, un doare da vont etrezek ar feulster hag ar marv.

Pa vez kement a dud oc'h ijin, o skrivañ, o filmañ, o treiñ, o kanañ… peadra a zo da gaout fiziañs en dazont ha da stourm a-enep « cocacolonisation » ar bed, 'giz oa bet lavaret gant Pete Seegers...

Ma ne vefe ket eus Diwan, piv en dije skrivet ul lennegezh evit ar yaouankiz ? Piv en dije savet levrioù, filmoù, abadennoù c'hoariva e brezhoneg ? Piv a vefe o treiñ tresadennoù bev en brezhoneg hag o eilvouezhiañ ar filmoù gwellañ zo er bed evit ar vugale... e brezhoneg ? Dre nerzh ar vrezhonegerien o-unan, gant diaesterioù, gant tabutoù, aze oa bet «produet» ur sevenadur nevez gant ur brezhoneg a-vremañ, liesliv, 'giz titl ar Redadeg e 2018.


Vos commentaires :
Jiler
Vendredi 15 novembre 2024
Chom a ra bremañ da Ziwan da grouiñ hentennoù-koñvers, medisinel ha sosial, teknikel, gant ar memes spered a genskoazell, a genfiziañs, a labour a-stroll, hag en deus degaset kement all a berzh-mat , anavezet gant an holl bremañ.
Er c'hontrol eus ar skol gall, Diwan a c'hounezo ar bobl vreton ma teu da vezañ, nann ur skol evit tud eus an dibab, met ur skol a galite evit an holl.

Ma n'eo ket Diwan a ra kement-mañ, den ebet n'her raio.


Jiler
Vendredi 15 novembre 2024
An holl hentoù a c'hellje Diwan mont ganto en amzer da zont a gaver e levr P Fauconnier (skrivet e 2005 , met an traoù zo aet war washaat abaoe) : «La fabrique des meilleurs (enquête sur une culture d'exclusion)»: 20 euro e ti Amazon.
Setur ur renablig diglok eus e ginnigoù evit gwellaat an traoù:
- pouezañ war an dont a-benn ha nann war ar c'hwitañ ( sélection par l'échec).
- kaout disfiz ouzh ar gouzout abstret ; bec'h war ar gouzout pleustrek (labour dorn; barregezh war ar c'honvers; barregezh war an arzh - graet mat e Diwan, dija - ; gouzout mont war-raok e pep keñver, ha krouiñ, krouiñ war bep tachenn.
- diwall ouzh ar spered a vegenn : an holl hentennoù a vo roet ar memes talvoudegezh dezho (demokratelezh eo kement-mañ).
- talvoudekaat ar micherioù; talvoud al labour , al labour a-stroll, ar c'henober, ar c'henskoazell.
- klask sevel «charters schools», evel an Amerikaned, amañ e Breizh : skolioù a eil chañs , evit ar re laosket a-gostez , arc'hantet gant ar stad, meret gant kevredennoù kerent bugale.
- diorren ar fed bezañ mennet mat - sekred ar berzh-mat eo kement-mañ - dre sikour ar re yaouank da zizoleiñ gant petra e vezont ar gwellañ : kalonekaat e-lec'h raskañ.
- dont da vezañ ur skol demokratel evit an holl.
- tavoudekaat ar spered pleustrek, ar youl hag ar c'houraj...........................

Al levr-mañ a zo un diell-labour evit an holl re a bleustr war dazont Diwan hag an hentennoù divyezhek.
Mat vije sevel ur strollad labour gant skolaerien/kelennerien nevez aet war o leve, ha c'hoant ganto lakaat o barregezh da wellaat an traoù.
Dezho , goude, da sevel kinnigoù pleustrek da vezañ kinniget da Ziwan.

Hag ober, bremañ, ober, ober !

«England dificulties, Ireland opportunities».


Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 9 ?