Diwan : raktres skol e Bro Landivizio

Communiqué de presse publié le 16/03/10 6:38 dans Langues de Bretagne par Dominique Jacq pour Dominique Jacq
https://abp.bzh/thumbs/17/17777/17747_1.jpg

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha skol Diwan Kommanna ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 32 vloaz :

D'ar Meurzh 23 a viz Meurzh 2010

Adalek 8 eur 30 noz

Kreizenn « Yves Quéguiner » (sal 3)

29400-Landivizio

Digoust ha digor d'an holl


Petra eo ar skolioù Diwan ? Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ? Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !

Tud e-karg eus Diwan (skolaerien en o zouez) a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù. An digarez ho po ivez da gejañ gant dileuridi skol Diwan Kommanna hag a vo laouen da zisplegañ deoc'h mont en-dro o skol.

Aozet eo an emvod-mañ evit kinnig ar rouedad Diwan gant ar soñj klask lañsañ ur raktres skol e Bro Landivizio.

Titouroù a-zivout an emvod :

Sonia Zaoum, karget a gefridi war an diorren Diwan
02 98 21 33 69 pe 06 24 90 36 03
sonia.zaoumi@diwanbreizh.org
ha diwan.breizh@wanadoo.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 0 ?