Diwan Pornizh ha Saveneg zo bet serret : poent eo cheñch penn d'ar vazh

Communiqué de presse publié le 9/09/13 23:52 dans Société par Bertrand Deléon pour Bertrand Deléon
https://abp.bzh/thumbs/31/31378/31378_1.jpg
Ar Redadeg

Diwar ziviz Kuzul Mêrañ Diwan, bet bodet e Karaez d'ar 7 a viz Gwengolo eo bet serret skolioù Diwan Pornizh ha Saveneg, dre ma n'eus bet gopret skolaer ebet eno !

Gant keuz bras e tegemer an SSDKP-KHL (CGT) dibab renerezh ha kadoriaded Diwan. Diskoulmoù splann a oa bet kinniget gant hon dileuridi, bet o kaout renerezh Diwan war ar c'hrafoù-se. N'eo ken nemet diwar skañv pe dre zibab renerezh kelennerezh Diwan e tisoc'h an diouer a skolaerien-se : meur a skolaer zo bet diskouviet pe zo aet kuit dindan wask er bloavezhioù kent. Adkavet e vezont en hentennoù all ma reont seder o micher.

Dont a ra war wel ivez e c'hallfe ar skolioù en arvar mont da askol, stag ouzh skolioù diazez. Ur wezh c'hoazh e oa bet sachet evezh renerezh Diwan war an dra-se, talvezet e oa bet kement ha sachañ e garr war hor c'hein !

Degouezhet eo rouedad Diwan etre beuziñ ha neuñviñ diwar wallegezh e sternerien ren. Aprouet eo barregezhioù Diwan, dont a ra a-benn da gaout disoc'hoù gwellañ ar bachelouriezh... Daoust da se e kas ar fallverañ-se bloavezhioù a genstrivoù da get, war goust engouestloù tud ar vugale, ar skolaerien hag an holl dud a volontez vat er rouedad-mañ.

Gant renerezh Diwan e oa bet lakaet an SSDKP-KHL evel ur strollad diouganerien o tispenn labour Diwan pa oa ar gwir ganimp da zielfennañ evel-henn. Kablus eo renerezh Diwan en drailh-se ken e rank sevel en-dro an abretañ ar gwellañ ma fell dezhañ mont hebioù prantadoù kerse all.

Evit ar SNEIP-CGT,

Fulup ar Braz, pennsekretour an SSDKP-KHL (CGT),

Bertrand Deléon, atebeg KHL (CGT) kentañ derez Diwan.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 8 ?