Diwan Pariz ha skolioù all er rouedad a vez o c'houzañv an diframm

Communiqué de presse publié le 8/11/14 2:09 dans Société par Bertrand Deléon pour Bertrand Deléon
https://abp.bzh/thumbs/35/35606/35606_1.jpg

En arvar emañ Diwan Pariz evit an abegoù kefridiel-mañ : “un heuliad ehanoù labour gant ar skolaerien ha postoù vak d'o heul”.

Abegoù zo d'an ehanoù-se e forzh pe vod. Embannet e oa bet gant KHL (CGT) pegen stegn e oa an darempredoù e diabarzh skolioù zo pa sav bec'h diwar dizemglev etre an dasparzh labourioù d'ober hag ar c'hargoù micher pe get pep hini.

Skolioù all er rouedad a c'houzañv pe o deus gouzañvet bec'hioù damheñvel ; digresket bras an niver a skolidi war un dro. Sachet eo ar familhoù gant disoc'hoù ar skolioù Diwan hogen n'eo ket kreñv o mont en-dro evit kement-se. Skuizhus meurbet e c'hall bezañ ar wask war ar c'hopridi.

Un adreizh framm zo d'ober. E-touesk ar c'hrafoù pennañ da vezañ diluziet emañ c'hoant KHL (CGT) e vefe ur c'hempouez e rummadoù an dileuridi anvet pe dilennet : skolaerien, sindikadoù, tud ar skolidi, renerezh.

A-hend-all un dezvad zo da gaout evit ar c'hopridi ankelenn da warantiñ stabilded ar skolioù hag ur c'hoskor seder. Hollbouezus eo ar stabilded-se a-fet kelennerezh evit ar skolidi.

Ur rouedad skolioù aprouet eo Diwan en diwezh ken e tle bezañ gouest da dremen he skolioù nevez dindan gevrat Stad kerkent ha krouet.

SSDKP-KHL (SNEIP-CGT).


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 6 ?