Diwan : emvod foran e Gwened d'ar 15 a viz Even

Communiqué de presse publié le 8/06/10 15:52 dans Langues de Bretagne par Dominique Jacq pour Dominique Jacq

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha skol Diwan Gwened ouzh ho pediñ d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 32 vloaz :

D'ar Meurzh 15 a viz Even 2010, adalek 8 eur noz

E sal « de Rohan », 80 Plasenn « de Rohan »

56000-Gwened

Digoust ha digor d'an holl

Petra eo ar skolioù Diwan ?

Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ?

Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !

Tud e-karg eus Diwan (skolaerien en o zouez) a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù.

Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur un eil skol Diwan e Gwened.

Titouroù a-zivout an emvod :

Skol Diwan Gwened : 02 97 47 85 92 ha diwangwened@free.fr


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 1 ?