Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha skol Diwan Roazhon o pediñ ac'hanoc'h d'un emvod digor d'an holl a-benn kinnig Diwan hag ar c'helenn divyezhek dre soubidigezh a vez implijet en hor skolioù abaoe 33 bloaz :
D'ar Meurzh 8 a viz C'hwevrer 2011
Adalek 8 eur 30 noz
« MJC La Paillette »
Straed « du Pré de Bris »
(e-kichen ar c'hoariva, straed Louis Guilloux)
35000-ROAZHON
Digoust ha digor d'an holl
Petra eo ar skolioù Diwan ?
Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ?
Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.
Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh pe m'ho peus bugale, deuit d'an emvod !
Tud e-karg eus Diwan (skolaerien en o zouez) a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù.
Aozet eo an emvod-mañ e liamm gant raktres digoradur un eil skol Diwan e Roazhon evit klokaat kinnig Diwan staliet eno abaoe 32 vloaz dija (Bali « Portugal », Roazhon Kreisteiz). Bez ez eus familhoù dedennet gant ar raktres dija. Kemeret o doa perzh en emvod foran kentañ aozet e miz Kerzu.
Titouroù a-zivout an emvod :
Samuel JULIEN
06 30 67 27 43
diwan.roazhon2@yahoo.fr
■