Postoù sikouret tennet e kreiz miz Eost : un doare vil da genderc'hel gant ar pezh oa bet prometet gant ar gouarnamant e 2016 dija. Met penaos o dije soñjet tud Pariz e vefe bet asantet gant kement a zisoujañs ouzh an dud, ar skolioù, ar re a ra war dro tud lakaet diaes er gevredigezh, evit stourm war an dachenn bemdez ?
Setu neuze, daoust d'an distro skol dilun, daoust d'ar vakansoù oc'h echuiñ, familhoù niverus deuet gant ar vugale, ha prezegennoù fraezh ha sklaer dirak an dud.
■