Diwan : digoradur ur skol e Plogastell Sant Jermen

Communiqué de presse publié le 22/06/10 16:40 dans Langues de Bretagne par Dominique Jacq pour Dominique Jacq
https://abp.bzh/thumbs/18/18772/17747_1.jpg

Laouen eo ar gevredigezh Diwan ha Kuzul skoazell skol Diwan ar vro Vigoudenn o kelaouiñ ac'hanoc'h e vo digoret ur skol Diwan e Plogastell-Sant-Jermen, e miz Gwengolo 2010. Muioc'h a ditouroù a vo roet deoc'h e kerzh an emvod foran a vo aozet :

D'ar Merc'her 30 a viz Even 2010, adalek 6 eur noz

« Sal ar retredidi »,

Plasenn an 19 a viz Meurzh, Straed « de Briscoul »

E Plogastell-Sant-Jermen (29710)

Digoust ha digor d'an holl

Petra eo ar skolioù Diwan ?

Petra eo ar c'helenn divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh ?

Perzhioù mat an divyezhegezh ez-vihan.

Kinnig Skol Diwan ar Vro Vigoudenn.

Ma 'z oc'h dedennet gant yezh ha sevenadur Breizh, m'ho peus bugale ha m'ho peus c'hoant da gaout titouroù pe enskrivañ ho pugale, deuit d'an emvod !

Tud e-karg eus Diwan (skolaerien en o zouez) a vo war al lec'h a-benn respont d'ho koulennoù.

Titouroù hag enskrivadurioù :

Visant Rouxel : 06 32 29 57 32

vincent.rouxel@laposte.net


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 2 ?