Diwan : bet eo ar CGT – Deskadurezh prevez o kaout ar Ministrerezh

Compte rendu publié le 16/12/12 22:10 dans Société par Bertrand Deléon pour Bertrand Deléon
https://abp.bzh/thumbs/28/28534/28534_1.jpg

D'ar Yaou 6 a viz Kerzu 2012 e oa bet degemeret ur strollad dleuridi ar c'hKHL/CGT - Deskadurezh prevez e Ministrerezh an Deskadurezh Stad gant Bernard Lejeune, anezhañ Kuzulier sokial ar Ministr, e karg eus an darempredoù gant ar sindikadoù, eil den ar gwazvod, ha Frédéric Bonnot, anezhañ Rener an Aferioù Arc'hant. Anv zo bet eus dek kraf bennak degaset gant ar c'hKHL/CGT.

An trede hini a selle ouzh ar skolioù Diwan, an adskolioù peurgetket ; pa oa souezhet ar c'hKHL/CGT e oa lakaet kemm eus ur vro d'eben. Evit gwir ez eus bet aotreet aezamantoù da zigeriñ skolioù nevez, a vez tennet splet anezho gant hor C'hamaraded euskariz, pezh az a da laouenaat ar c'hKHL/CGT. Hogen ez eus peadra da vezañ souezhet pa ne c'hall ket ar skolioù Diwan tennañ gounid eus an hevelep gwirioù e Breizh.

Sebezet e hañvale bezañ ar Rener arc'hant. Displeget en doa, direnket anezhañ un disterañ, ez eus lakaet ur c'hendivizad eno e pleustr gant ar Rektorelezh dindan warez atebeien bolitikel ar gouarnamantoù kent.

Sed amañ ar reolenn a dalvez evit Diwan : dleout a ra Diwan kas ec'h ezhommoù da rektorelezh ha d'an EUYRF (Ensavadur Uhel Yezhoù Republik Frañs) kement-ha-kement. N'oa ket ar Ministrerezh evit kompren rak goulennet e oa bet 3 fost kevatal implij leunamzer hepmuiken gant Renerezh Diwan pa c'hortoze ar Ministrerezh muioc'h, diouzh kresk an niver a skolidi ; ken dipitet e oa an Aotrou Bonnot gant goulenn Diwan war a lavare.

Souezhet eo KHL/CGT ez eus bet goulennet ken nebeut gant Renerezh Diwan. Degouezhout a rafe gwelloc'h ma vefe kaset ar preder-se war an doare da vont war-raok gant holl dileuridi ar c'hopridi hag ar c'hKHL/CGT en o zouez.

A-dra-sur e rofe tu kement-mañ da gemer pezh a vev gopridi Diwan e kont da vat.

Souezhet eo KHL/CGT ivez n'en deus ket klasket Renerezh Diwan lakaat ur c'hendivizad heñvel ouzh hini ar skolioù euskarek da dalvezout pa ouie o hini ha dre ma ro tu d'ar skolioù nevez digoret :

- da lakaat ar familhoù da espern kalzik ;

- da gaout postoù dindan gevrat Stad ;

- da ziazezañ abretoc'h ar skolioù en un doare sur ha padus ;

- da reiñ lusk d'an digeriñ skolioù betek ledañ an deskadurezh dre soubidigezh brezhonek ar muiañ.

Roet en deus Fulup ar Braz, pennsekretour ar c'hKHL/CGT, da c'houzout pegen kreiz e oa ar goulenn-se evit hon aozadur. N'eus ket anv da lakaat kemm diouzh al lec'h ha ne c'haller ket degemer e vefe graet fae ouzh Diwan, evel pa vefe graet ur rouedad isskolioù diouto.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 8 ?