Divyezhegezh war an hent ; strivoù zo d'ober c'hoazh !

Communiqué de presse publié le 28/11/11 18:54 dans langues bretonnes par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/24/24034/24034_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/24/24034/24034_2.jpg

Kaset eo bet da ABP :

«Demat deoc'h holl,

labourat start zo bet graet gant kevrennoù Ai'ta! d'ar sadorn 26 a viz Du.

Daou oberenn zo bet kaset da benn war ar memes tro e daou lec'h disheñvel.

Divountet eo bet panelloù hent unyezhek war bord an hent bras : N165 e Teiz hag N12 e Gwengamp.

An hevelep oberenn zo bet 'kostez Rostren d'an 21 a viz Gwengolo.

Da c'houzout : identelezh un nebeut stourmerien zo bet rastelet gant an archerien. Riskl zo e vefent galvet deiz pe zeiz en archerdi da vezañ aterset.

Dav eo deoc'h chom war evezh ma vo un tolpadeg souten 'benn nebeut. Kengred!

Brezhoneg bev !

Ai'ta! Bro Gwened»

(voir le site)


Vos commentaires :
Pierre Le Lostec
Dimanche 22 décembre 2024
Bevent Ai'Ta hag hor yezh vroadel !

Emichañs ez eo digor ar strollad-se d'an holl. Klevet em eus ne vefe ket aotreet tud an tu-dehoù da gemer perzh en o oberennoù. Mard eo gwir ned eo ket brav.

Ma'z omp ur vroad, ar brezhoneg n'eo ket ur stourm nag evit an tu-dehoù nag evit an tu-kleiz, met evit an holl eo ! Mod all ned eo nemet un «trip», ur mennozh kleizour e-touesk ar re all. Mard eo Breizh ur vroad ez eus tud a bep seurt enni...

Brav ar pezh a rit en ur stourm hag ur stourm breizhat an hini eo evit kement brezihad a youl vat a gaver war an dachenn...evit tud Adsav! ivez (arrabat dispegañ o fegsunioù en anv Ai'Ta evel hoc'h eus graet d'ar sadorn tremenet...).

Kenavo, tud yaouank !


Dewi SIBERIL
Dimanche 22 décembre 2024
Ai'ta ! n'eo ket deus an tu kleiz kennebeud all deus an tu dehou... An dud 'zo e-barzh Ai'ta ! a zo er strollad evit stourm evit ar brezhoneg, ha mat pell 'zo.

Koulskoude ez eo an doujañs evit an demokratelezh, evit an holl dud hag an holl sevenadurioù unan deus mennozhioù pennañ Ai'ta ! Ar re na zoujont ket ouzh ar priñsipoù-se n'o deus ket o flas ganimp.


Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 4 ?