Divskouarn war an hent e miz Even

Conference debat publié le 4/06/08 8:41 dans Langues de Bretagne par Gregor Mazo pour Gregor Mazo

Bez emañ Divskouarn, ar gevredigezh da gas ar brezhoneg war-raok gant ar re vihan, war an hent er mare-mañ. Sur-walc'h e tremeno kichen du-se, deuit da gejañ ganeomp !

- Ur gaozeadenn e galleg ba Brest : Aozet eo an traoù gant ar gevredigezh Eskemm, d'ar Meurzh 10 a viz Even, azalek 6e00 goude-merenn e Ti an Europ, boulouard an Harteloire,

- Un emvod kelaouiñ en Oriant : Kenaozet eo an abadenn-se gant Emglev bro An Oriant, d'ar 16 a viz Even e sal A03 Ti ar C'hevredigezhioù, 12 straed Colbert,

- Ur brezegenn diwar-benn an divyezhegezh abred e Lesneven : Pedet eo ganeomp, ha gant sikour Diwan, Div Yezh ha Dihun, ar c'helenner Dalgalian a zo arbennigour war an deskiñ yezhoù abred hag ar pedagogiezh. Ti Degemer Lesneven d'ar Meurzh 24 a viz Even azalek 20e30.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 9 ?