Distro-skol el lise : 335 den yaouank, 10% a gresk

Communiqué de presse publié le 6/09/14 17:06 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Distro-skol dindan an heol e Karaez. Dirak ur mor a dud, setu Loeiz Donal, ar rener, o tegemer an eilveidi

Ha plas a vo evit an holl en hunva ? Ha kelennerien nevez a zo evit an holl zanvezioù ? Hag e vo aozet un dra bennag evit an distro-skol ?

Prest e oa pep tra el lise : ur pratell nevez flamm, gweleoù berniet e savadurioù an hunva, skipailhoù klok, ha pemzeg den yaouank, bet el lise a-raok o kinnig stalioù kan, taboulinoù gant ar c'horf, radio, bannoù treset, Internet ha Wikipedia, Kernitron al Lann, C'hoariva, Kinklan al lise, melldroad gouezelek, peadra da dremen un distro-skol a feson.


Vos commentaires :
Yann Maneguen
Vendredi 15 novembre 2024
... met siwazh ez a al liseidi e galleg etrezo abaoe un nebeut bloavezhioù.
Dre ma kresk al lise eo diaes lakaat reolenn ar yezh da dalvezout. Penaos ober ??

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 3 ?