Distro-skol e Diwan Karaez : 360 lisead

Communiqué de presse publié le 4/09/16 19:42 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Diriaou, distro-skol ar re eilvet hag ar re dermen. Dilun, distro ar re gentañ, gant ur skipailh 70 a dud

Dindan renerezh Loeiz Donal hag un heol splann, tremenet oa bet mat an distro-skol.

Nebeutoc'h a eilvedidi, met pevar c'hlas memestra, ur bern tud e rann european.

Evit kregiñ ganti oa bet aozet daou brantad war blas ar brezhoneg e buhez al liseidi : er gêr, gant ar mignoned, el lise, goudd bezañ gwelet ar filmig gant tammoù buhez al lise ar bloavezh paseet.

Skritelloù oa bet savet gante, hag an eil brantad e oa Rozenn Talec, Nicolas Amaury, Tugdual eus Radio Kreiz Breizh, Dewi Siberil ha Gael, Lena Catalan, ha kelennerien ha kasourien al lise oc'h ober melldroad gwezelleg ganto ha dansoù Breizh. Peadra da gomañs ar bloavezh-skol gant brezhonegerien yaouank a feson !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 7 ?