Distro-skol ar c'hentelioù kanañ gant Kentelioù an Noz

Communiqué de presse publié le 4/10/12 12:41 dans Langues de Bretagne par Ronan Herve pour Ronan Herve

Kinniget gant Sklaerenn Noisel, a-benn dizoleiñ kanaouennoù e brezhoneg hag a bep seurt.Ho kinnig a vefe degemeret mat ivez! Kanaouennoù kanet gant kerent, bugale, tud a galon, kanerien…

Komzet e vez brezhoneg e-pad ar c'hentelioù met hep diaesterioù evit ar re a grog gant ar yezh.

Chom a ra plas atav er strollad kan, n'ho peus ket da vezañ barrek na war ar yezh nag war ar c'han, n'ho peus nemet da vezañ gant startijenn hag ar c'hoant da ganañ e brezhoneg kanaouennoù a bep seurt.

Distro-skol d'an 11 a viz Here da 8e30 noz e sal Auvours, 8 straed Auvours e Naoned, e-kichen plasenn Viarme. Ar c'hentelioù a vo bep eil ha pevare yaou ar miz.

50€ evit ar bloaz (35€ priz bihanaet, ivez evit ar re a ra ar c'hentelioù brezhoneg gant Kentelioù an Noz


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 7 ?