Distro-skol 2009: erlec'hiañ e Penn-ar-Bed hag er Mor-Bihan

Offre d'emploi publié le 5/06/09 1:33 dans Langues de Bretagne par Stefan Carpentier pour Stefan Carpentier

Klask a reomp: skolaerien zivyezhek eiler evit departamantoù Penn-Ar-Bed ha Mor-Bihan

Ret eo: - kaout un aotreegezh skol-veur (pe kevatal), war ar brezhoneg pe war un danvez all - bezañ barrek war ar brezhoneg komzet koulz ha skrivet - bezañ dedennet gant ar c'helenn

Dav eo: - kas ur CV gant ul lizher-luskadoù da unan eus ar chomlec'hioù-mañ, pe d'an daou:

>Inspection académique du Morbihan 13, avenue St Symphorien 56019 VANNES cedex

>Inspection académique du Finistère 1 boulevard du Finistère 29558 QUIMPER cedex 9

Hag un eil da :

Div Yezh 10 straed an Aotrou Gibert 22110 Rostrenenn

Mard eo dalc'het hoc'h anv ne viot degemeret da vat nemet goude bezañ aet dirak ur bodad engwiriañ hag a wiriekay, gant un diviz, ho parregezh war ar brezhoneg hag ho c'hoant da gelenn.

Doareoù an implij : Statud vakataer er c'hentañ derez Postoù e klasoù mamm ha diazez Gopr, tostik da : 1100 euro naet Tu a zo bezañ enframmet er velestradurezh foran goude 36 miz e karg ha bezañ tapet ar genstrivadeg diabarzh

Evit gouzout hiroc'h : Div Yezh – 02 96 29 23 33 - div.yezh.breizh@div-yezh.org


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 2 ?