Distro ar bleiz e Breizh, ur dra vat ? - 13 Munud e Breizh

Annonce publié le 28/03/23 12:34 dans Langues de Bretagne par Florent Grouin pour Florent Grouin
https://abp.bzh/thumbs/57/57278/57278_1.png
"Harz ar bleiz !" Setu petra a veze lâret pa veze gwelet ur bleiz gwechall-gozh... Hag a-benn nebeut en-dro ?
Distro ar bleiz e Breizh - 13 Munud e Breizh (1218 vues)

Setu ouzhpenn 100 vloaz 'zo eo bet lazhet bleiz diwezhañ Breizh.

Hag e miz Mae 2022 eo bet filmet ur bleiz e «https://www.brezhoweb.bzh/Distro-bleiz-breizh-munud-breizh_fiche_3932.html»target=«_blank»>Berrien, goude bezañ kavet roudoù.

Distroet eo al loen-se ha tout ar vrud tro-dro dezhañ.

Met daoust hag-eñ eo un dra ken fall a se pe ar c'hontrel, un dra vat evit an natur hag ar vro ?

Setu petra 'zo bet klasket gant Dewi evit an «https://www.brezhoweb.bzh/Distro-bleiz-breizh-munud-breizh_fiche_3932.html»target=«_blank»>13 munud-mañ !

«https://www.brezhoweb.bzh/4-13-munud-bzh_334.html»target=«_blank»>4/13 Munud, un abadenn istitlet e galleg hag e brezhoneg.


Vos commentaires :
Naon-e-dad
Vendredi 15 novembre 2024
Soñj mat m'eus eus va mamm o lâred en doa-hi kleved an dud o huchal mode-se: «Ar bleiz! Ar bleiz!», er maezioù pe tro-dro d'an ti-feurm, e dibenn ar bloavezhioù 1920, e Kreiz-Breizh.
.
Setu. Hervez an testeni-se, nebeutoc'hig evit ur c'hanved zo n'e oa ket echuet da vat gant ar Bleizi e Breizh.

Anne Merrien
Vendredi 15 novembre 2024
A-raok 2022 e oa bet gwelet ur bleiz e Breizh : e Bro-Naoned !

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 3 ?