Disentidigezh : staj e Kloar e miz Genver

Agenda publié le 26/11/11 13:19 dans langues bretonnes par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/24/24004/24004_1.jpg

Aozet e vo ur staj disentidigezh d'ar Sadorn 21 ha d'ar Sul 22 e Kloar (ti Magdi, dirak al Laita, bord ar mor) gant 15 a dud ha daou stummer boas da ziskouez doareoù nann feuls da gaout pa vez manifestadegoù, darempredoù start gant an archerien, penaos dibab un dra hep bezañ klevet, penaos kenaozañ ar stourm en un doare efedus hep implijout internet ... ha c'hoazh.

Padout a raio daou zevezh, etre ar Sadorn vintin hag har Sul noz. Kas ur sac'h-kousket, peadra da zebriñ da vezañ fardet gant an holl (ur gegin a zo e ti Magdi). Ur fest-noz a vo evit ar re o deus c'hoant, da noz. A-hend-all e vo kalzik a vrezhonegerien, un doare da skoulmañ darempredoù etre stourmerien a bep seurt a zo e Breizh, ha kas war-raok mennozhioù evit dazont ar vro.

06 31 09 02 53 pe one_mali@hotmail.fr

50 euro evit ar re a soñj o deus arc'hant a-walc'h, da zibab evit ar re n'o deus ket kalz... Digoret d'an holl, skignit ar c'heloù-se evit ma c'hellfent kaout 15 den

Evit gouzout hiroc'h :

www.desobeir.net


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 3 ?