Diouer a youl gant ar gouarnamant evit yezhoù bro C'Hall

Dépêche publié le 16/08/10 12:48 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/19/19457/19457_1.jpg

War resisaat ez a ar raktres diwar-benn ar yezhoù. Da geñver festival “Nuits Atypiques” kêr-Langon, er Gwaskogn, zo bet dalc'het an eil forom gouestlet da yezhoù Bro-C'hall.

Liv an dipit a oa war an dremmoù p'eo kroget an eskemmoù, d'ar 27 a viz Gouere. Koulskoude warlene e oa bet klozet ar forom kentañ gant tud leun a spi en dazont. Met gouzout a ra an holl penaos e oa troet an traoù goude. Goude meur a viz tremenet o c'hortoz ali ar ministr nevez Frédéric Miterrand eo bet roet ar c'heloù : ne vo ket a lezenn. Pe, d'an nebeutañ, lezenn ebet kinniget gant ar gouarnamant. Setu perak eo bet holl brezegennerien emgav Langon flemmus-mat a-eneptañ. Ranket en deus Jean-François Baldi, kannad an DGLF eno, talañ outo en ur ober beg kamm.

«Danvez studi»

Kerkent ha kroget gant an divizoù e oa aet Patrick Lavaud, rener arzel an “Nuits Atypiques”, da damall ouzh ar gouarnamant “e ziouer a youl”, e “leziregezh” ha “bezañ laouen gant nebeut a dra”. Aet e oa Martine Faure, kannadez PS ar Gironde hag ezel eus strollad studi ar gannaded war ar yezhoù rannvro, betek komz eus “divarregezh” hag eus “diseblanted” Frédéric Miterrand. Setu perak o deus dibabet kannaded zo kemer penn ar vazh. A-drugarez da gannaded Breizh Marc Le Fur (UMP) ha Jean-Jacques Urvoas (PS), zo bet skrivet un danvez lezenn. Daoust ma ne oa ket an daou-se e Langon eo bet lennet aketus o skrid ha tabutet diwar e benn gant ar berzhidi.

Diouzh klevet aozerien ar forom eo deuet hemañ, neuze, da vezañ ur gwir stal labour. Kaset e vo ar skrid-mañ betek burev ar strollad-studi er Palez Bourbon. Hir e vo c'hoazh an hent a-raok gwelet anezhañ war roll divizoù ar Parlamant.

DGLF : Délégation Générale à la Langue Française et aux Langues de France

Pennad kaset gant Ya !

M'ho peus c'hoant lenn an niverenn ziwezhañ war ar rouedad : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 3 ?