Dilennadegoù rannvro miz Meurzh 2010 : d'al listennoù war ar renk

publié le 20/02/10 2:39 dans Langues de Bretagne par Angèle Jacq pour Angèle Jacq

.

Dilennadegoù rannvro miz Meurzh 2010 : d'al listennoù war ar renk

Al lizher-mañ a zikouez splann ar pezh a fell d'an darn vrasañ eus ar Vretoned war dachenn Breizh istorel. Gouzout a reer ervat koulskoude n'eo ket a-walc'h bezañ a-du gant ur referendom….met penaos en em gemerfet evit tizhout anezho ? Kement-se lavaret, ar goulennoù amañ da heul - pep hini diouto a zo pouezus ha mat pleal ganto buan - a sell ouzh un dazont tost ouzhin a rankimp ober gantañ kousto pe gousto.

1/ Ha prest oc'h da lakaat e pleustr da vat kement tra evit dont da benn da adstummañ ar c'hwech rannvro a ra Kornôg Frañs en pevar hini , hag a vo koulz evit ar boblañs hag an douaroniezh kempouezetoc'h ha doujusoc'h d'an istor hag d'an ekonomiezh, evel ma vez dlakaet splann war wel gant an sokiologourien, an ekonomisted ha douaroniourien varrek ?

2/ Reiñ a reomp deoc'h da soñj emañ parlamant Londrez o paouez reiñ ar gwir da Gembre da c'houlennata ar boblañs evit kaout galloudoù brasoc'h hep tremen dre Londrez, ar pezh a zo anat hervez reolennoù Europa ha dleet ober gant an holl stadoù, ha prest oc'h d'ober memestra, d'an nebeutrañ evit yezhoù Breizh, rak n'eus nemet an doare-se evit kaout ur gelennadurezh a-ratre ha mirout hon sevenadur ?

3/ Pe d'an nebeutañ, petra emaoc'h en sell d'ober evit lakaat ar gouarnamant gall da beursinañ ha da lakaat e pleustr gwirioù ar minorelezhioù ha evit ma doujo Frañs en diwezh da wirioù mab-den ?

4/ Ar Stad en deus nac'het treuzkas galloud merañ an dour da rannvro Breizh e-pad ar prantad-ren diwezhañ. Petra emaoc'h en sell d'ober hag a vo reizh ha pleustrek evit ma vo sevennet an divizoù european war an dachenn-se ?
NB : Na pet gwech eo bet kondaonet Frañs da vezañ nac'het doujañ ouzh lezennoù an endro en Europa ha pegement a delloù kastiz uhel hon eus ni ranket paeañ ?

5/Evit gellout mestroniañ ar barregezhioù-se, ar pezh a vez graet dija en darn vrasañ eus rannvroioù Europa, nemet bro C'hres- petra emaoc'h o vont d'ober, a vo degemeret gant barnerezh Europa, evit ma vo gant Breizh ar sammadoù arc'hant ezhomm evit kement-se ?
NB : Kembre a ver ur budjet ugent gwech brasoc'h eget hini rannvro Breizh evit ar memes kementad a dud ha Skos daou-ugent gwech brasoc'h, hep ankounac'haat e c'hellont kemer divizoù n'heller tamm ebet ober amañ abalamour d'an doare dreistkreizennañ a zo gant ar stad c'hall.

.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 7 ?