Digreizennañ, deskadurezh,

Communiqué de presse publié le 14/12/12 9:45 dans Politique par Tangi Louarn pour Tangi Louarn

Digreizennañ, deskadurezh,

Statud ebet c'hoazh evit ar yezhoù bihan

Netra da unvaniñ Breizh

Deomp asambles da Vontroulez disadorn 15 a viz Kerzu

Evit Kevre Breizh, kenurzhierezh kevredigezhioù sevenadurel Breizh, ne ziskouez raktresoù kentañ

ar Gouarnamant cheñchamant vat ebet e politikerezh ar Stad. Kreizennerezh ha nac'hañ lieselezh an tiriadoù, ar yezhoù hag ar sevenadurioù a zo bepred o ren.

Gwashoc'h a zo. Gant an « danvez raktres lezenn war an digreizennañ » a aotre ar rannvroioù da baeañ kevredigezhioù evit ur c'helenn diret en diavaez d'an amzer skol, e rnaker komz eus ur giladenn vras. Ha netra kennebeut evit kas war-raok adunvanidigezh Vreizh.

Ar « raktres henchañ ha programiñ evit adsevel skol ar Republik » ne veneg ket zoken ar yezhoù bihan ha sevenadurioù rannvro, met astenn ar galleg en estren-vro nemetken. O lakaat da dalvoud « ez eo par an holl dud en o dellezegezh » daosut ha ne zlefe ket al lezenn-se kemer e kont ingalded dellezegezh an holl yezhoù ha sevenadurioù a zo eztaol identelezhioù ar memes tud ?

Ne c'heller ket diskouez gwelloc'h ar c'hoant da lakaat a-gostez ha da skarzhañ ar yezhoù ha sevenadurioù rannvro, eztaol buhez dibar hor rannvroioù, en un doare ispisial e Breizh.

P'en deus Prezidant ar Republik engouestlet kadarnaat Karta Europa Europa ar Yezhoù rannvro ha minorel a zo « war vezañ studiet », ni a fell deomp diouzhtu kaout doareoù a roio d'ar yezhoù rannvro ur plas diazez en deskadurezh, hag er media, a roio dezho ur plas hag a surao o bezañs er vuhez publik ha sokial evel ma tere hervez standardoù demokratel Europa hag ar bed.

Evit diskouez sklaer da v-Marylise Lebranchu ha d'ar Gouarnamant e fell deomp e vefe anavezet gwirioù ar Vretoned, e c'halv Kevre Breizh da gemer perzh er vanifestadeg aozet gant Breizh Unvan ha 44=Breizh

disadorn 15 a viz Kerzu da 14 eur 30 dirak Ti Kêr Montroulez.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 6 ?