Fellout a ra da Edubreizh.com tizhout an dud deuet c'hoant ganto da zeskiñ brezhoneg met a rank talañ ouzh div gudenn vras : bezañ o chom pell eus al lec'hioù-deskiñ hag an diouer a amzer.
Koumanantet e vez an implijer, pezh a ro tu dezhañ d'ober gant ur stignad pedagogel klok bet diazezet war an hentenn Oulpan, a zo bet azaset ha pinvidikaet ganeomp.
.Dre-se e tizh ar gwiader deskard ar savenn-stummet a zo enni :
- Ouzhpenn 150 modulenn bedagogel liesvedia a c'haller enno, selaou divizoù, adlavaret frazennoù, ober poelladennoù emzifazius, pleustriñ war poentoù yezhadur en un doare bev, dizoleiñ doareoù implij resis eus ar yezh....
- Emgavioù reoliek e klasoù enlinenn buhezet gant ur stummer evit oberezezhioù pedagogel dre gomz war-eeun.
- Ur rouedad deskidi ,a vez heuliet, da stankaat an darempredoù etre an izili dezho da vont war-raok en ur eskemm.
-
Diorret eo bet hentenn Edubreizh gant Skolanet, un ajañs arbennikaet war an e-deskiñ hag an implijoù pedagogel war ar Web. Ganet e oa ar raktres e 2008. Un taol esae kentañ oa bet kinniget e 2009 d'ar wiaderien. A-drugarez da-se hon eus gallet studiañ ha spisaat c'hoantoù an deskidi ha dibab an doareoù kelenn gwellañ evit bastañ d'o ezhommoù. E 2010, skoazell Rannvro Breizh, hag he folitikerezh yezh mennet da ledanaat d'ar brezhoneg tachenn stummañ d'an dud deuet, en deus roet tro deomp da fetisaat ar raktres o tutañ 2 c'hoprad a vez o labourat da ziorren an dafar pedagogel ha da vuheziñ ar stignad.
Daou ginnig a zo : An hini kentañ a zerefe mat d'an dud a fellfe dezho kavout binviji pedagogel ouzhpenn evit gallout pleustriñ etre div gentel noz da skouer (adalek 15 € dre viz). An eil hini a zo un deskamant klok pa kaver ennañ ur pleustrerezh emstummañ hag un ambroug hiniennel heuliet gant ur c'helenner skoazeller (adalek 25€/miz).
Ouzhpenn ur c'hevelerezh brientek gant Skol an Emsav evit implijout an hentenn Oulpan ez eo liammet edubreizh.com gant kreizennoù stummañ all pe aozadurioù sevenadurel breizhek a c'hello korvoiñ diferadennoù ispisial.
■0