Dibabererh evit ar Prizioù 2011 France 3 Breizh

Communiqué de presse publié le 6/12/10 18:46 dans Langues de Bretagne par Bernez Rouz pour Bernez Rouz
https://abp.bzh/thumbs/20/20778/20778_1.jpg
Ar juri bodet e Kawan

Setu dibab ar juri bet bodet disadorn 4 a viz Kerzu e Ti ar Vro e Kawan (Bro Dreger). Trizekved prizioù France 3 Breizh a vo roet e Landreger d'an 29 a viz Genver 2011. Lusket vo an abadenn gant ar strollad Francis Jackson ha kinniget gant Goulwena An Henaff ha Clement Soubigou eus France bleu Breizh Izel.


LEVRIOÙ : Priz ar gwellañ levr a faltazi

• Ar marc'h glas gant Riwal Huon emb. Al Liamm

• Ar gitar tredan gant Jakez-Erwan Mouton, emb. An Alarc'h

• Kan ar mein gant Mich Beyer, emb. An Alarc'h


PLADENNOÙ : Priz ar gwellañ pladenn vrezhonek

• Octopus Kafe : Ar vro didu

• Alambig Elektrik : Disadorn 'noz fever

• Roy Eales : Just in case


KLEWELED : Priz ar gwellañ oberenn

• Youenn Gwernig de Jean-Charles Huitorel , kenproduet gant Aligal ha France télévisions

• Pennoù Pentur de Mikael Baudu, kenproduet gant Gwengolo ha Dizale

• Istorioù Breizh de Luc David, kenbroduet gant Pois Chiche Film ha France télévisions


YAOUANK : Priz ar gwellañ intrudu evit ar yaouankiz

• Ar Roue Marc'h levr embannet gant TES

• Ar Gouren : Kentelioù evit ar Vugale

• Ur wech e oa DVD kontadennoù gant Keit Vimp Bev


SPERED AR YEZH : Priz ar gwellañ intrudu da wellaat implij ar yezh

• Jean-Claude ar Ruyet : evit e dezenn « Kelenn ar brezhoneg, Komz, liamm ha norm, prezanted e stern peder reolenn-sannañ ewid brezhoneg ar skolioù. »

• Ti ar vro Lesneven : evit al levr « Kanit ta tudoù ».

• Ronan ar C'hoadig : evit e levr « Brezhoneg bro Gouelo », emb. An Alarc'h.


BREZHONEGER AR BLOAZ :

• Gouel broadel ar brezhoneg adlañset e miz mae 2010.

• Kentan levrioù niverennel e Brezhoneg embannet gant Emgleo Breiz : « Buhez prevez lola P » ha « Le trésor du breton parlé ».

• Teatr Piba evit o fezh c'hoari : « Eden Bouillabes »



Ar juri en em vodo en dro da zevezh ar Prizioù d'an 29 a viz Genver e Landreger evit dibab gant piv e yay ar maout e pep rummad.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 8 ?